Ozea 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 1 Pa oa yaouank Israel, e karen anezhañ, hag em eus galvet va mab eus an Ejipt. 2 Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet. 3 Me am eus renet kammedoù Efraim en ur gemer anezhañ dre an divrec'h, met ne ouient ket e pareen anezho. 4 O zennet em eus gant kerdin denel, gant ereoù a garantez. Bet on evito evel ar re o dije savet ar yev diwar o javedoù, ha kinniget em eus boued dezho. 5 Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon. 6 Ar c'hleze a gouezho war o c'hêrioù, a zistrujo o difennerien hag a lonko anezho, en abeg d'o mennozhioù. 7 Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ. 8 Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet. 9 Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor. 10 Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol. 11 Hag e teredint eus an Ejipt evel ul labous, hag eus bro Asiria evel ur goulm, ha me o lakaio da chom en o ziez, eme an AOTROU. |