Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.

2 O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.

3 Rak prestik e lavarint: N'hon eus roue ebet, rak n'hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?

4 Lavaret o deus komzoù, touet o deus e gaou pa reont emglevioù. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.

5 Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.

6 Kaset e vint zoken en Asiria, hag e vint roet evel ur prof da roue Jareb. Efraim en devo mezh, Israel a vo mezhek eus e vennozhioù.

7 Roue Samaria a vo lamet kuit, evel eon diwar an doureier.

8 Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!

9 Adalek deizioù Gibea ec'h eus pec'het, Israel. En em zalc'het int eno, ar brezel a-enep mibien an direizhder n'en deus ket o zapet e Gibea.

10 Kastizañ a rin anezho hervez va youl, ha pobloù a vo dastumet a-enep dezho, pa vint staget ouzh o daou falloni.

11 Efraim a zo evel un annoar doñvaet en em blij o tornañ ar greun, met ouzh e c'houzoug kaer e tostain, hag e stergnin Efraim, Juda a droio an douar, Jakob a freuzo ar mouded.

12 Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.

13 Troet hoc'h eus an drougiezh ha medet ar fallagriezh, debret hoc'h eus frouezh ar gaou, rak fiziet ec'h eus ez hent, e niver da dud nerzhus.

14 Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.

15 Betel a raio evel-se deoc'h en abeg d'ho fallentez vras. Da c'houloù-deiz e vo kaset da get roue Israel.

Lean sinn:



Sanasan