Niveroù 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 9 Ar Pask lidet e gouelec'h Sinai. Ar goabrenn war an tabernakl 1 An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, d'an eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, er miz kentañ, o lavarout: 2 Ra raio mibien Israel ar Pask en e amzer. 3 D'ar pevarzekvet deiz eus ar miz-se, etre an daou abardaez, e lidot anezhañ d'an amzer dereat; e lidañ a reot hervez e holl reolennoù hag e holl lezennoù. 4 Moizez a gomzas da vibien Israel evit ma rafent ar Pask. 5 Hag e rejont ar Pask er miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e gouelec'h Sinai. Mibien Israel a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 6 Bez' e voe tud na c'hellent ket ober ar Pask en deiz-se, o vezañ dic'hlan abalamour d'un den marv. Dont a rejont da gavout Moizez hag Aaron en deiz-se, 7 hag e lavarjont: Dic'hlan omp abalamour d'un den marv, perak e vimp dioueret eus kinnig ar prof d'an AOTROU en amzer dereat e-touez mibien Israel? 8 Moizez a lavaras: Gortozit hag e selaouin ar pezh a lavaro an AOTROU evidoc'h. 9 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 10 Komz da vibien Israel ha lavar: Mard eo unan bennak ac'hanoc'h pe eus ho lignez dic'hlan abalamour d'un den marv, pe en beaj pell, e raio ar Pask d'an AOTROU; 11 d'an eil miz, d'ar pevarzekvet deiz, etre an daou abardaez, e tebrint anezhañ gant bara hep goell ha louzoù c'hwerv, 12 ne lezint mann dioutañ betek ar beure ha ne dorrint askorn ebet dezhañ; e lidañ a raint hervez holl reolennoù ar Pask. 13 Diwar-benn an den glan ha n'emañ ket en beaj, mar tremen hep ober ar Pask, lamet e vo eus e bobl rak n'en deus ket kinniget ar prof d'an AOTROU en amzer dereat; an den-se a zougo e bec'hed. 14 Mar gra ar Pask d'an AOTROU un diavaeziad a zo o chom en ho touez, e raio anezhañ hervez reolennoù ha lezennoù ar Pask. An hevelep reolennoù ho po, an diavaeziad evel an henvroad. 15 D'an deiz ma voe savet an tabernakl, ar goabrenn a c'holoas an tabernakl, teltenn an Testeni; d'abardaez e voe war an tabernakl evel un neuz a dan, betek ar beure. 16 Evel-se e veze dalc'hmat: ar goabrenn a c'holoe anezhañ, hag e oa en noz un neuz a dan. 17 Pa save ar goabrenn a-ziwar an deltenn, mibien Israel a yae kuit; e-lec'h ma chome ar goabrenn, eno e kampe mibien Israel. 18 Mibien Israel a yae kuit war c'hourc'hemenn an AOTROU, hag e kampent war c'hourc'hemenn an AOTROU; e-keit ha ma chome ar goabrenn war an tabernakl, e kampent. 19 Pa chome ar goabrenn kalz deizioù war an tabernakl, mibien Israel a vire urzh an AOTROU ha n'aent ket kuit. 20 Pa veze ar goabrenn nebeut deizioù war an tabernakl, war c'hourc'hemenn an AOTROU e kampent ha war c'hourc'hemenn an AOTROU ez aent kuit. 21 Pa veze eno ar goabrenn adalek an abardaez betek ar beure hag e save ar goabrenn diouzh ar beure, ez aent kuit; deiz pe noz, pa save ar goabrenn, ez aent kuit. 22 Pe daou zevezh pe ur miz pe ur bloaz, e-keit ha ma chome difiñv ar goabrenn war an tabernakl, mibien Israel a gampe ha n'aent ket kuit; pa save, ez aent kuit. 23 War c'hourc'hemenn an AOTROU e kampent, ha war c'hourc'hemenn an AOTROU ez aent kuit. Mirout a raent urzh an AOTROU, war c'hourc'hemenn an AOTROU dre Voizez. |