Niveroù 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 Al lampoù war ar c'hantolor. Gouestladur al Levited 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da Aaron ha lavar: Pa enaoui al lampoù, ar seizh lamp a sklêrijenno dirak ar c'hantolor. 3 Aaron a reas evel-se, enaouiñ a reas al lampoù tuet dirak ar c'hantolor, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 4 Setu penaos e oa graet ar c'hantolor: en aour e oa, graet gant ar morzhol, betek e droad, betek e vleunioù, e oa graet gant ar morzhol; graet e voe ar c'hantolor hervez ar skouer en doa diskouezet an AOTROU da Voizez. 5 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 6 Kemer al Levited a-douez mibien Israel ha glana anezho. 7 Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiñ, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e walc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint. 8 Kemer a raint ur c'hole yaouank gant an donezon a flour bleud mezet gant eoul, hag e kemeri un eil kole yaouank evit an aberzh-dic'haouiñ. 9 Te a lakaio al Levited da dostaat dirak teltenn an engalv, hag e tastumi holl vodadenn mibien Israel. 10 Lakaat a ri al Levited da dostaat dirak an AOTROU, ha mibien Israel a lakaio o daouarn war al Levited. 11 Aaron a lakaio al Levited da dreiñ tu-pe-du dirak an AOTROU evel ur prof a-berzh mibien Israel, evit ma raint servij an AOTROU. 12 Al Levited a lakaio o daouarn war benn ar c'holeoù, hag e kinnigi unan evel aberzh-dic'haouiñ hag egile evel loskaberzh, evit ober dic'haou evit al Levited. 13 Lakaat a ri al Levited d'en em zerc'hel dirak Aaron ha dirak e vibien, hag e lakai anezho da dreiñ tu-pe-du evel ur prof d'an AOTROU. 14 Lakaat a ri al Levited a-du a-douez mibien Israel, hag al Levited a vo din. 15 Goude-se e teuio al Levited d'ober servij teltenn an engalv. O glanaat a ri eta hag e lakai anezho da dreiñ tu-pe-du evel ur prof. 16 Rak holl int roet din a-douez mibien Israel, o c'hemeret em eus evidon e-lec'h ar re o deus digoret ar mammog, ar re gentañ-ganet eus mibien Israel. 17 Pep kentañ-ganet eus mibien Israel a zo din, e-touez an dud hag e-touez al loened. D'an deiz em eus skoet pep kentañ-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet anezho. 18 Kemeret em eus al Levited e-lec'h an holl gentañ-ganet eus mibien Israel. 19 Roet em eus al Levited da Aaron ha d'e vibien, evel ur roadenn a-douez mibien Israel, evit ober servij mibien Israel e teltenn an engalv hag evit ober dic'haou evit mibien Israel, ma ne vo gouli ebet e-touez mibien Israel pa dostaint ouzh ar santual. 20 Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel a reas e-keñver al Levited hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez diwar-benn al Levited; evel-se e reas mibien Israel. 21 Al Levited en em c'hlanaas hag a walc'has o dilhad; Aaron a lakaas anezho da dreiñ tu-pe-du evel ur prof dirak an AOTROU, hag e reas dic'haou evito Aaron, evit o glanaat. 22 Goude-se e teuas al Levited d'ober ar servij e teltenn an engalv dirak Aaron ha dirak e vibien, hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez diwar-benn al Levited; evel-se e voe graet en o c'heñver. 23 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 24 Diwar-benn al Levited, adalek an oad a bemp bloaz warn-ugent hag ouzhpenn, pep hini a zeuio d'ober ar servij e teltenn an engalv. 25 Adalek an oad a hanter-kant vloaz, e yelo er-maez eus ar servij, ha ne servijo ken, 26 hag e sikouro e vreudeur e teltenn an engalv, o tiwall ar pezh a vo fiziet enno, met ne raio ken ar servij. Evel-se e ri diwar-benn al Levited, e-keñver o c'harg. |