Niveroù 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 Prof priñsed Israel 1 D'an deiz m'en doe echuet Moizez da sevel an tabernakl, ec'h olevas hag e santelaas anezhañ gant e holl draoù, hag ec'h olevas hag e santelaas an aoter gant hec'h holl draoù. 2 Priñsed Israel, pennoù tiez o zadoù, priñsed ar meuriadoù, ar re o doa pennrenet an niveradeg, a reas o frof. 3 Degas a rejont o frof dirak an AOTROU, c'hwec'h karr doareet evel leterioù ha daouzek ejen, ur c'harr evit daou briñs hag un ejen evit pep hini, hag e kinnigjont anezho dirak an tabernakl. 4 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 5 Kemer diganto an traoù-se, hag e vint implijet e servij teltenn an engalv; ro anezho d'al Levited, da bep hini hervez e garg. 6 Moizez a gemeras ar c'hirri hag an ejened, hag o roas d'al Levited. 7 Reiñ a reas da vibien Gershon daou garr ha pevar ejen, hervez o c'harg. 8 Reiñ a reas da vibien Merari pevar c'harr hag eizh ejen, hervez o c'harg dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron. 9 Met ne roas ket da vibien Kehad, rak karget e oant eus servij an traoù santel, a zougent war o divskoaz. 10 Ar briñsed a reas o frof evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet; ar briñsed a ginnigas o frof dirak an aoter. 11 An AOTROU a lavaras da Voizez: Ra zeuio d'ober e brof ur priñs dre zevezh evit dedi an aoter. 12 An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda. 13 E brof a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 14 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 15 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 16 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 17 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Nahashon mab Aminadab. 18 D'an eil deiz, Netaneel mab Zuar, priñs Isakar, a ginnigas e brof. 19 Ar prof a reas a voe: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 20 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 21 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 22 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 23 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Netaneel mab Zuar. 24 D'an trede deiz, Eliab mab Helon, priñs mibien Zabulon, 25 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 26 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 27 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 28 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 29 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Eliab mab Helon. 30 D'ar pevare deiz, Elizur mab Shedeur, priñs mibien Zabulon, 31 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 32 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 33 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 34 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 35 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Elizur mab Shedeur. 36 D'ar pempvet deiz, Shelumiel mab Zurishaddai, priñs mibien Simeon, 37 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 38 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 39 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 40 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 41 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Shelumiel mab Zurishaddai. 42 D'ar c'hwec'hvet deiz, Eliasaf mab Deuel, priñs mibien Gad, 43 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 44 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 45 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 46 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 47 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Eliasaf mab Deuel. 48 D'ar seizhvet deiz, Elishama mab Amihud, priñs mibien Efraim, 49 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 50 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 51 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 52 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 53 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Elishama mab Amihud. 54 D'an eizhvet deiz, Gamaliel mab Pedazur, priñs mibien Manase, 55 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 56 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 57 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 58 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 59 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Gamaliel mab Pedazur. 60 D'an navet deiz, Abidan mab Gideoni, priñs mibien Benjamin, 61 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 62 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 63 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 64 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 65 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Abidan mab Gideoni. 66 D'an dekvet deiz, Ahiezer mab Amishaddai, priñs mibien Dan, 67 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 68 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 69 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 70 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 71 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Ahiezer mab Amishaddai. 72 D'an unnekvet deiz, Pagiel mab Okran, priñs mibien Aser, 73 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 74 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 75 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 76 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 77 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Pagiel mab Okran. 78 D'an daouzekvet deiz, Ahira mab Enan, priñs mibien Neftali, 79 a brofas: ur plad arc'hant a boueze kant ha tregont sikl, ul lestr arc'hant a zek sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual, o-daou leun a flour bleud mezet gant eoul, evit an donezon, 80 un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat, 81 ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh, 82 ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, 83 hag evit an aberzh a drugarekadennoù, daou ejen, pemp tourz, pemp bouc'h, pemp oan eus ur bloaz. Hennezh e voe prof Ahira mab Enan. 84 Setu aze ar pezh a zo bet digant priñsed Israel evit dedi an aoter e deiz ma voe olevet. Daouzek plad arc'hant, daouzek lestr arc'hant, daouzek hanaf aour, 85 pep plad arc'hant a oa a gant ha tregont sikl ha pep lestr a zek sikl ha tri-ugent; holl arc'hant an traoù-mañ a oa a zaou vil pevar c'hant sikl, hervez sikl ar santual. 86 Daouzek hanaf aour leun a c'hwezh-vat, pep hini a oa a zek sikl, hervez sikl ar santual; holl aour an hanafoù a oa a gant ugent sikl. 87 An holl loened evit al loskaberzh a oa: daouzek kole, daouzek tourz, daouzek oan eus ur bloaz, gant an donezonoù. Evit an aberzh-dic'haouiñ, daouzek bouc'h. 88 An holl loened evit an aberzh a drugarekadennoù a oa: pevar ejen warn-ugent, tri-ugent tourz, tri-ugent bouc'h, tri-ugent oan eus ur bloaz. Setu ar pezh a zo bet evit dedi an aoter goude ma voe olevet. 89 Pa'z ae Moizez e-barzh teltenn an engalv evit komz, e kleve ur vouezh o komz outañ dreist al lec'h-a-drugarez a oa war arc'h an Testeni, a-douez an daou cherubin. Hag e komze gantañ. |