Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6 Lezenn an Nazeread

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa vo ur paotr pe ur wreg en em lakaet a-du d'ober ur gouestl a Nazeread evit en em ouestlañ d'an AOTROU,

3 ne evo na gwin nag evaj kreñv, ne evo na gwinegr a win na gwinegr a evaj kreñv, ne evo ket likor a rezin ha ne zebro na rezin fresk na rezin sec'h.

4 E-pad holl amzer e engouestl, ne zebro netra graet diwar ar c'hef gwini, adalek ar splus betek ar c'hroc'hen.

5 E-pad holl amzer e le a engouestl, an aotenn ne dremeno ket war e benn, santel e vo betek ma vo peurechu e zeizioù da vezañ engouestlet d'an AOTROU, lezel a raio da greskiñ blev e benn.

6 E-pad an holl amzer ma'z eo engouestlet d'an AOTROU, ne dostaio ket ouzh ur c'horf marv,

7 n'en em saotro ket evit e dad, nag evit e vamm, nag evit e vreur, nag evit e c'hoar, rak an engouestladur d'e Zoue a zo war e benn.

8 E-pad holl amzer e engouestl, e vo santelaet d'an AOTROU.

9 Mar deu unan bennak da vervel a-daol-trumm en e gichen ha da saotrañ penn e engouestl, e touzo e benn da zeiz e c'hlanidigezh, e touzo anezhañ d'ar seizhvet deiz.

10 D'an eizhvet deiz e tegaso div durzhunell pe div goulm yaouank d'an aberzhour ouzh digor teltenn an engalv.

11 An aberzhour a ginnigo unan evel aberzh-dic'haouiñ hag eben evel loskaberzh, hag e raio dic'haou evitañ eus ar pec'hed en deus graet diwar-benn an hini marv. Santelaat a raio e benn en deiz-se,

12 hag e ouestlo a-nevez d'an AOTROU deizioù e engouestl, e kinnigo un oan eus ur bloaz evel aberzh a gablusted, hag an devezhioù a-ziagent ne vint ket kontet dre ma'z eo bet saotret e engouestl.

13 Setu lezenn an Nazeread pa vo deizioù e engouestl leuniet: degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv,

14 e kinnigo e brof d'an AOTROU, un oan disi eus ur bloaz evit al loskaberzh, un dañvadez disi eus ur bloaz evit an aberzh-dic'haouiñ, un tourz disi evit an aberzh a drugarekadennoù,

15 ur banerad bara hep goell, gwestell flour bleud mezet gant eoul, ha bignez hep goell strinket gant eoul, gant o donezon hag o evadkinnig.

16 An aberzhour a lakaio anezho dirak an AOTROU, hag e kinnigo an aberzh-dic'haouiñ hag al loskaberzh;

17 kinnig a raio an tourz evel aberzh a drugarekadennoù d'an AOTROU, gant ar banerad bara hep goell; an aberzhour a ginnigo ivez an donezon hag an evadkinnig.

18 An Nazeread a douzo, ouzh digor teltenn an engalv, penn e engouestl, hag e kemero blev penn e engouestl hag o lakaio war an tan a zo dindan an aberzh a drugarekadennoù.

19 An aberzhour a gemero skoaz poazhet an tourz, ur wastell hep goell eus ar baner, ur vignezenn hep goell, hag o lakaio e daouarn an Nazaread, goude m'en devo touzet penn e engouestl.

20 An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, un dra santel hag a zo d'an aberzhour, gant ar bruched hejet hag ar skoaz kinniget evel prof savet. Neuze e c'hello an Nazeread evañ gwin.

21 Setu lezenn an Nazeread en deus graet ur gouestl, hag e brof d'an AOTROU evit e engouestl, en tu-hont d'ar pezh a c'hell c'hoazh kinnig. Ober a raio hervez ar gouestl en deus graet, hervez lezenn an engouestl.

22 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

23 Komz da Aaron ha d'e vibien o lavarout: Evel-se e vennigot mibien Israel, o lavarout dezho:

24 Ra vennigo ac'hanout an AOTROU ha ra ziwallo ac'hanout!

25 Ra lakaio an AOTROU e zremm da lugerniñ warnout ha ra vo trugarezus ez keñver!

26 Ra droio an AOTROU e zremm warnout ha ra roio dit ar peoc'h!

27 Lakaat a raint va anv war vibien Israel ha me o bennigo.

Lean sinn:



Sanasan