Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5 Lezennoù war an dic'hlanded, al laeroñsi, ar warizi

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Gourc'hemenn da vibien Israel kas kuit eus ar c'hamp kement hini lovr, kement hini en deus ur berad ha kement hini saotret dre ur marv.

3 O c'has a reot kuit, gwaz pe gwreg, o c'has a reot er-maez eus ar c'hamp, evit na saotrint ket ar c'hamp m'emaon o chom ennañ.

4 Mibien Israel a reas evel-se hag e kasjont anezho er-maez eus ar c'hamp, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; evel-se e reas mibien Israel.

5 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

6 Komz da vibien Israel: Pa o devo graet ur gwaz pe ur wreg ur pec'hed bennak evel ar re a reer e-keñver an dud, o tismegañsiñ an AOTROU, ha ma vo evel-se en em lakaet kablus,

7 ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegañs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhañ d'an hini eo en em lakaet kablus en e geñver.

8 Ma n'eus den ebet evit dic'haouiñ an dismegañs en e geñver, dic'haouet e vo an dismegañs e-keñver an AOTROU, e-keñver an aberzhour, ouzhpenn an tourz-dic'haouiñ da brofañ.

9 Pep prof savet eus an holl draoù santelaet a ginnigo mibien Israel d'an aberzhour a vo dezhañ.

10 An traoù santelaet a ginnigo pep hini, ar pezh a roio pep hini d'an aberzhour, a vo dezhañ.

11 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

12 Komz da vibien Israel ha lavar: Mard eo distroet gwreg unan bennak diouzh he fried ha mar gra un dismegañs en e geñver,

13 mar en deus bet ur gwaz darempred reizhel ganti ha ma vefe an dra kuzhet da zaoulagad he fried, mard eo en em saotret e kuzh, hep test en hec'h enep hag hep bezañ souprenet,

14 ha mar krog ennañ ur spered a warizi ha ma en defe oaz eus e wreg a zo en em saotret, pe mar krog ennañ ur spered a warizi ha ma en defe oaz eus e wreg ha n'eo ket en em saotret,

15 an den-se a zegaso e wreg dirak an aberzhour hag a zezougo eviti e brof, un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) bleud heiz; ne skuilho ket warnañ eoul, ne lakaio ket ezañs ennañ, rak ur prof a warizi eo, ur prof-eñvor evit kounaat un direizhder.

16 An aberzhour a lakaio anezhi da dostaat ha d'en em zerc'hel dirak an AOTROU.

17 An aberzhour a gemero dour santel en ul lestr-pri; an aberzhour a gemero poultr diwar leur an tabernakl hag en lakaio en dour.

18 An aberzhour a lakaio ar wreg d'en em zerc'hel dirak an AOTROU; dizoleiñ a raio penn ar wreg hag e lakaio en he daouarn ar prof-eñvor, da lavarout eo ar prof a warizi; an aberzhour en devo en e zaouarn an dour c'hwerv a zoug ar vallozh.

19 An aberzhour a raio d'ar wreg touiñ, hag e lavaro dezhi: Ma n'en deus kousket den ganit, ma n'out ket distroet diouzh da ozhac'h hag en em saotret, na'z pez droug ebet eus an dour c'hwerv-se a zoug ar vallozh.

20 Met mard out distroet diouzh da ozhac'h hag out en em saotret, ha mar en deus kousket ganit un den estreget da ozhac'h,

21 neuze an aberzhour a raio d'ar wreg touiñ gant ul le a vallozh, hag an aberzhour a lavaro dezhi: Ra daolo an AOTROU ac'hanout da vallozh ha da zroukskouer e-touez da bobl, o lakaat da vorzhed da vreinañ ha da gof da goeñviñ,

22 hag an dour-se a zoug ar vallozh a yelo ez pouzelloù evit lakaat da gof da goeñviñ ha da vorzhed da vreinañ. Hag ar wreg a lavaro: Amen! Amen!

23 An aberzhour a skrivo ar mallozhioù-mañ en ul levr, hag e tiverko anezho en dour c'hwerv.

24 Hag e lakaio ar wreg da evañ an dour c'hwerv a zoug ar vallozh, hag an dour a zoug ar vallozh a yelo enni hag a vo c'hwerv dezhi.

25 An aberzhour a gemero eus dorn ar wreg ar prof a warizi a hejo evel ur prof dirak an AOTROU, hag en kinnigo war an aoter.

26 An aberzhour a gemero un dornad eus ar prof, an eñvor a lakaio da vogediñ war an aoter. Ha goude e raio d'ar wreg evañ an dour.

27 P'en devo graet dezhi evañ an dour, mard eo gwir eo en em saotret hag he deus graet un dismegañs e-keñver hec'h ozhac'h, an dour a zoug ar vallozh a yelo enni hag a vo c'hwerv dezhi, he c'hof a goeñvo, he morzhed a vreino, hag ar wreg a vo ur vallozh e-touez he fobl.

28 Met ma n'eo ket ar wreg en em saotret ha mard eo glan, n'he devo droug ebet hag e c'hano bugale.

29 Setu al lezenn diwar-benn ar warizi, p'he devo distroet ur wreg diouzh hec'h ozhac'h hag en em saotret,

30 pe pa grog en hec'h ozhac'h ur spered a warizi ha ma en deus hemañ oaz eus e wreg; degas a raio ar wreg dirak an AOTROU, hag an aberzhour a raio eviti hervez al lezenn.

31 An ozhac'h a vo kuit a zireizhder, met ar wreg a zougo he direizhder.

Lean sinn:



Sanasan