Niveroù 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 Kargoù tiegezhioù al Levited 1 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout: 2 Gra an niveradeg eus mibien Kehad a-douez mibien Levi, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, 3 adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv. 4 Setu servij mibien Kehad e teltenn an engalv, e sant ar sent. 5 Pa yelo ar c'hamp kuit, Aaron hag e vibien a zeuio da ziskenn ar ouel-warez, hag e c'holoint ganti arc'h an Testeni; 6 warni e lakaint ur golo krec'hin a liv hiasint hag ec'h astennint dreist ul liñsel, en he fezh gant limestra, ha neuze e lakaint ar barrennoù. 7 Astenn a raint ul liñsel limestra war daol ar baraoù a ginnig hag e lakaint warni ar pladoù, an tasoù, al listri hag an hanafoù evit an evajoù-kinnig; ar bara peurbad a vo warni, 8 hag ec'h astennint war an traoù-se ul liñsel ruz-mouk, e c'holoint anezhi gant ur golo e krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoù. 9 Kemer a raint ul liñsel limestra hag e c'holoint ganti ar c'hantolor, e lampoù, e c'hevelioù, e bodoù-ludu hag e listri-eoul evit ober ar servij, 10 hag e lakaint anezhañ gant e holl draoù en ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh. 11 Astenn a raint ul liñsel limestra war an aoter aour hag e c'holoint anezhi gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoù. 12 Kemer a raint holl draoù ar servij a vez implijet er santual hag e lakaint anezho en ul liñsel limestra, e c'holoint anezho gant ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint anezho war ur c'hravazh. 13 Lemel a raint al ludu eus an aoter hag ec'h astennint warni ul liñsel tane; 14 warni e lakaint an holl draoù implijet en he servij, ar podoù-glaou-bev, ar fourchetezioù, ar palioù, an hanafoù, holl draoù an aoter, ec'h astennint dreist ur golo krec'hin a liv hiasint, ha neuze e lakaint ar barrennoù. 15 Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv. 16 Eleazar, mab Aaron an aberzhour, en devo da eveshaat ouzh eoul al lampoù, ouzh an ezañs a c'hwezh-vat, ouzh ar prof peurbad hag ouzh eoul an oleviadur. Eñ en devo da eveshaat ouzh an holl dabernakl hag ouzh an holl bezh a vo e-barzh, ar santual hag e draoù. 17 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout: 18 Na zilamit ket meuriad tiegezhioù ar C'heatited a-douez al Levited. 19 Kement-mañ a reot evit ma vevint ha na varvint ket pa dostaint ouzh sant ar sent: Ra zeuio Aaron hag e vibien evit lakaat pep hini d'e servij ha d'e garg, 20 met ned aint ket e-barzh da welout pa vo goloet an traoù santel, gant aon na varvfent. 21 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 22 Gra an niveradeg eus mibien Gershon, hervez tiez o zadoù, hervez o ziegezhioù, 23 kont anezho adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv. 24 Setu servij tiegezhioù ar C'hershonited, o servij hag o c'harg. 25 Dougen a raint pallennoù an tabernakl ha teltenn an engalv, he golo hag ar golo krec'hin a liv hiasint a vez lakaet dreist, ar rideoz evit digor teltenn an engalv, 26 lienoù al leurenn, ar rideoz evit dor al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, ar c'herdin hag an holl draoù a vez implijet. Ober a raint ar servij a sell outo. 27 Dindan urzhioù Aaron hag e vibien e vo graet ar servij gant mibien Gershon, e kement ha ma tleint dougen hag e kement ha ma tleint ober; roet e vo dezho ar garg eus kement o devo da zougen. 28 Setu servij tiegezhioù mibien Gershon e teltenn an engalv; o labour a vo dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron. 29 Niveriñ a ri mibien Merari, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, 30 kont anezho adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv. 31 Setu ar servij fiziet enno ha kement o devo da zougen evit o servij e teltenn an engalv: plenk an tabernakl, e varrennoù, e golonennoù, e sichennoù, 32 kolonennoù al leurenn tro-dro, o sichennoù, o feulioù, o c'herdin hag an holl draoù a vez implijet; hag e niverot dre o anvioù an holl draoù bet roet ar garg dezho hag o devo da zougen. 33 Setu servij tiegezhioù mibien Merari e teltenn an engalv, o holl servij dindan urzh Itamar, mab an aberzhour Aaron. 34 Moizez, Aaron ha priñsed ar vodadenn a niveras mibien Kehad, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, 35 adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv. 36 Ar re niveret hervez o ziegezhioù a voe daou vil seizh kant hag hanter-kant. 37 Setu ar re niveret eus tiegezhioù ar Gehatited, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 38 Ar re niveret eus mibien Gershon, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, 39 adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ e teltenn an engalv, 40 ar re niveret, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, a voe daou vil c'hwec'h kant tregont. 41 Setu ar re niveret eus tiegezhioù mibien Gershon, an holl re a servij e teltenn an engalv, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU. 42 Ar re niveret eus tiegezhioù mibien Merari, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, 43 adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijout e teltenn an engalv, 44 ar re niveret, hervez o ziegezhioù, a voe tri mil daou c'hant. 45 Setu ar re niveret eus tiegezhioù mibien Merari, niveret gant Moizez hag Aaron evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 46 Ar re niveret eus al Levited gant Moizez, Aaron ha priñsed ar vodadenn, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, 47 adalek an oad a dregont vloaz hag ouzhpenn betek an oad a hanter-kant vloaz, an holl re a ya er rumm evit servijañ hag evit dougen e teltenn an engalv, 48 ar re niveret a voe eizh mil pemp kant ha pevar-ugent. 49 Niveret int bet hervez an urzh en doa roet an AOTROU da Voizez, pep hini hervez e servij hag hervez e garg; niveret int bet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. |