Niveroù 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 36 Reolennoù diwar-benn an hêrezh 1 Pennoù tadel tiez mibien Galaad mab Makir, mab Manase, a-douez tiegezhioù mibien Jozef, a dostaas hag a gomzas dirak Moizez ha dirak ar briñsed, pennoù tadel mibien Israel, 2 hag e lavarjont: An AOTROU en deus gourc'hemennet da'm aotrou reiñ ar vro da vibien Israel en hêrezh dre ar sord. Va aotrou en deus bet urzh digant an AOTROU da reiñ hêrezh Zelofkad hor breur d'e verc'hed. 3 Mard int dimezet da unan eus mibien meuriadoù all mibien Israel, e vo lamet o hêrezh diwar hêrezh hon tadoù hag e vo unanet da hêrezh ar meuriad a vo o hini; evel-se e vo lamet diwar hol lodenn hêrezh. 4 Pa zeuio ar jubile evit mibien Israel, o hêrezh a vo unanet da hêrezh ar meuriad a vo o hini; evel-se e vo lamet o hêrezh diwar hêrezh meuriad hon tadoù. 5 Moizez a roas da vibien Israel gourc'hemennoù an AOTROU, o lavarout: Emañ ar wirionez gant mibien meuriad Jozef. 6 Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU diwar-benn merc'hed Zelofkad, lavarout a ra: Dimeziñ a raint d'ar re a blijo dezho, koulskoude e timezint da unan bennak eus tiegezhioù meuriad o zadoù. 7 Evel-se un hêrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all e-touez mibien Israel, ha pep hini a vibien Israel a zalc'ho hêrezh meuriad e dadoù. 8 Pep merc'h hag en devo bet un hêrezh e-touez meuriadoù mibien Israel a zimezo d'un den eus un tiegezh eus meuriad he zad, evit m'en devo da hêrezh pep hini eus mibien Israel diwar hêrezh e dadoù. 9 Un hêrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all, ha pep hini a-douez meuriadoù mibien Israel a zalc'ho e hêrezh. 10 Merc'hed Zelofkad a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 11 Mahla, Tirza, Holga, Milka ha Noa, merc'hed Zelofkad, a zimezas da vibien o eontred. 12 Dimeziñ a rejont e tiegezh mibien Manase mab Jozef, hag o hêrezh a chomas e meuriad tiegezh o zad. 13 Setu ar gourc'hemennoù hag an urzhioù en deus roet an AOTROU da vibien Israel dre Voizez e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko. |