Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 35 Kêrioù al Levited. Kêrioù-repuiñ. Lezennoù diwar-benn ar muntroù

1 An AOTROU a gomzas da Voizez e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout:

2 Gourc'hemenn da vibien Israel reiñ d'al Levited, eus an hêrezh a zalc'hint, kêrioù evit chom enno. Reiñ a reot ivez d'al Levited douaroù tro-dro d'ar c'hêrioù-se.

3 Hag o devo ar c'hêrioù-se evit chom enno, an douaroù a vo evit o chatal, evit o madoù hag evit o loened.

4 Douaroù ar c'hêrioù roet d'al Levited a vo a vil ilinad tro-dro, adalek moger kêr en diavaez.

5 Muzuliet e vo ganeoc'h en diavaez eus kêr, evit kostez ar sav-heol daou vil ilinad, evit kostez ar c'hreisteiz daou vil ilinad, evit kostez ar c'huzh-heol daou vil ilinad, evit kostez an hanternoz daou vil ilinad, hag ar gêr a vo e-kreiz. Evel-se e vo douaroù ar c'hêrioù.

6 Ar c'hêrioù a roiot d'al Levited a vo ar c'hwec'h kêr-repuiñ, ma tec'ho enno ar muntrer, hag e roiot ouzhpenn div gêr ha daou-ugent.

7 An holl gêrioù a roiot d'al Levited a vo eizh kêr ha daou-ugent, ar c'hêrioù gant o douaroù.

8 Diwar-benn ar c'hêrioù a roiot diwar perc'henniezh mibien Israel, e kemerot muioc'h digant ar re o deus muioc'h ha nebeutoc'h digant ar re o deus nebeutoc'h; pep hini a roio eus e gêrioù d'al Levited hervez an hêrezh a vo dezhañ.

9 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

10 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa ho po treuzet ar Jordan evit mont da vro Ganaan,

11 lakait kêrioù a vo kêrioù-repuiñ evidoc'h, ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh.

12 Bez' e vo ar c'hêrioù-se evidoc'h lec'hioù-repuiñ rak ar veñjer, evit na varvo ket ar muntrer a-raok mont dirak ar vodadenn evit bezañ barnet.

13 Diwar ar c'hêrioù a roiot, e vo c'hwec'h kêr-repuiñ evidoc'h,

14 teir c'hêr a roiot en tu-mañ d'ar Jordan, ha teir c'hêr a roiot e bro-Ganaan; kêr-repuiñ e vint.

15 Ar c'hwec'h kêr-se a vo lec'hioù-repuiñ evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en ho touez, hag e tec'ho enno an hini en devo lazhet unan bennak diratozh.

16 Mar en deus skoet unan bennak gant ur benveg houarn, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.

17 Mar en deus e skoet gant ur maen en e zorn a c'hell reiñ ar marv, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.

18 Mar en deus e skoet gant ur benveg koad en e zorn a c'hell reiñ ar marv, ha ma varv, ur muntrer eo, a-dra-sur ar muntrer a vo lakaet da varv.

19 Ar veñjer-gwad eo a lakaio ar muntrer da varv; pa en em gavo gantañ, e lakaio anezhañ d'ar marv.

20 Mar en deus bountet unan bennak dre gasoni, pe taolet un dra bennak warnañ gant rakpreder, ha ma varv,

21 pe en deus e skoet gant e zorn dre enebiezh, ha ma varv, a-dra-sur an hini en deus skoet a vo lakaet da varv, ur muntrer eo. Ar veñjer-gwad a lakaio ar muntrer da varv pa en em gavo gantañ.

22 Mar en deus e vountet trumm hep kasoni, pe taolet un dra bennak warnañ hep rakpreder,

23 pe stoket outañ gant ur maen a c'hell reiñ ar marv hep bezañ enebour dezhañ hag hep klask ober drouk dezhañ, ha ma varv,

24 neuze ar vodadenn a varno etre an hini en deus skoet hag ar veñjer-gwad hervez al lezennoù-mañ:

25 Ar vodadenn a zieubo ar muntrer eus dorn ar veñjer-gwad hag a lakaio anezhañ da zistreiñ er gêr-repuiñ e oa tec'het enni, hag e chomo eno betek marv an aberzhour-meur bet olevet gant an eoul santel.

26 Mard a ar muntrer er-maez eus harzoù ar gêr-repuiñ e oa tec'het enni,

27 hag en em gav gantañ ar veñjer-gwad er-maez eus harzoù e gêr-repuiñ, hag e lazh ar veñjer-gwad ar muntrer, ne vo ket kablus a wad,

28 rak en devo da chom en e gêr-repuiñ betek marv an aberzhour-meur; goude marv an aberzhour-meur, e tistroio ar muntrer war zouar e berc'henniezh.

29 Setu evidoc'h reolennoù barn a rummadoù da rummadoù, en hoc'h holl chomlec'hioù.

30 Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.

31 Ne zegemerot ket un daspren evit ene ur muntrer a zo kablus ha din da varv, a-dra-sur e vo lakaet da varv.

32 Ne zegemerot ket un daspren evit e lezel da dec'hout d'e gêr-repuiñ ha da zistreiñ da chom er vro goude marv an aberzhour.

33 Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.

34 Ne saotrot ket ar vro emaoc'h o vont da chom enni hag e vin o chom e-barzh. Me eo an AOTROU a zo o chom e-touez mibien Israel.

Lean sinn:



Sanasan