Niveroù 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 34 Harzoù ha rannadur bro Ganaan 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Ro urzhioù da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet e bro Ganaan, degouezhet e vo ar vro-se deoc'h evel hêrezh, ar vro Ganaan hervez an harzoù-mañ: 3 Ho pevennoù kreisteiz a vo adalek gouelec'h Zin a-hed Edom; evel-se hoc'h harz kreisteiz a yelo adalek Mor an Holen er reter, 4 an harz kreisteiz-se a droio da grec'hienn Akrabim, a dreuzo Zin, a yelo betek kreisteiz Kadesh-Barnea, a yelo da Hazar-Adar hag a dremeno dre Azmon; 5 eus Azmon, an harz a droio war-zu froud an Ejipt, hag a yelo d'ar mor. 6 Diwar-benn harz ar c'huzh-heol, ar Mor Bras a vo an harz evidoc'h, hoc'h harz kornog e vo. 7 Diwar-benn harz an hanternoz, e verkot anezhañ adalek ar Mor Bras betek Menez Hor; 8 eus Menez e verkot anezhañ etrezek penn Hamad, goude e yelo betek Zedad, 9 an harz a yelo betek Zifron da echuiñ en Hazar-Enan; hoc'h harz hanternoz e vo. 10 Diwar-benn harz ar sav-heol, ho po ur vevenn eus Hazar-Enan da Shefam, 11 an harz a ziskenno eus Shefam da Ribla, ouzh ar reter eus Ain; neuze an harz a ziskenno hag a dizho aodoù ar Mor Kinnered war-zu ar sav-heol; 12 an harz a ziskenno da gavout ar Jordan hag a dapo Mor an Holen. Evel-se e vo ho pro gant hec'h harzoù tro-war-dro. 13 Moizez a roas an urzhioù-se da vibien Israel o lavarout: Setu ar vro a lodennot dre ar sord evel hêrezh, en deus gourc'hemennet an AOTROU reiñ d'an nav meuriad ha d'an hanter-veuriad. 14 Rak meuriad mibien Ruben hervez tiez o zadoù, meuriad mibien Gad hervez tiez o zadoù, hag hanter-veuriad Manase, o deus bet o hêrezh. 15 An daou veuriad hag an hanter-veuriad-se o deus bet o hêrezh en tu-mañ d'ar Jordan, e kostezioù Jeriko, ouzh ar reter, war-zu ar sav-heol. 16 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 17 Setu anvioù an dud a lodenno deoc'h ar vro: Eleazar an aberzhour ha Jozue mab Nun. 18 Kemer a reot ivez ur priñs dre veuriad evit lodennañ ar vro dre hêrezh. 19 Setu anvioù an dud-se: evit meuriad Juda, Kaleb mab Jefune, 20 evit meuriad mibien Simeon, Samuel mab Amihud, 21 evit meuriad Benjamin, Elidad mab Kislon, 22 evit meuriad mibien Dan, ar priñs Buki mab Jogli, 23 evit mibien Jozef, evit meuriad mibien Manase, ar priñs Haniel mab Efod, 24 hag evit meuriad mibien Efraim, ar priñs Kemuel mab Shiftan, 25 evit meuriad mibien Zabulon, ar priñs Elizafan mab Parnak, 26 evit meuriad mibien Isakar, ar priñs Paltiel mab Azan, 27 evit meuriad mibien Aser, ar priñs Ahihud mab Shelomi, 28 evit meuriad mibien Neftali, ar priñs Padahel mab Amihud. 29 D'ar re-se eo e c'hourc'hemennas an AOTROU lodennañ an hêrezh etre mibien Israel e bro Ganaan. |