Niveroù 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 32 Hêrezh Ruben ha Gad 1 Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloù, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened. 2 Mibien Gad ha mibien Ruben a zeuas da gomz ouzh Moizez, ouzh Eleazar an aberzhour hag ouzh priñsed ar vodadenn o lavarout: 3 Atarod, Dibon, Jaezer, Nimra, Hesbon, Eleale, Sebam, Nebo, Beon, 4 ar vro-se bet skoet gant an AOTROU dirak bodadenn Israel, a zo ur vro evit al loened, ha da servijerien o deus loened. 5 Hag e lavarjont: Mar hon eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo ar vro-mañ roet en dalc'h da'z servijerien, na zegas ket ac'hanomp en tu all d'ar Jordan. 6 Moizez a lavaras da vibien Gad ha da vibien Ruben: Ho preudeur, ha mont a raint d'ar brezel, ha c'hwi a chomo amañ? 7 Perak e tigalonekait mibien Israel evit na dremenint ket d'ar vro en deus roet dezho an AOTROU? 8 Evel-se eo e reas ho tadoù pa gasis anezho eus Kadesh-Barnea da welout ar vro. 9 Pignat a rejont betek gwazh Eshkol hag e weljont ar vro, hag e tigalonekajont mibien Israel evit ma n'ajent ket d'ar vro en deus roet dezho an AOTROU. 10 Fulor an AOTROU en em danas d'an deiz-se hag e touas o lavarout: 11 An dud a zo pignet eus an Ejipt, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, ne welint ket ar vro am boa touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, rak n'o deus ket kerzhet gant leunder war va lerc'h, 12 nemet Kaleb mab Jefune ar C'henizian ha Jozue mab Nun, rak kerzhet o deus gant leunder war-lerc'h an AOTROU. 13 Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho da gantren er gouelec'h daou-ugent vloaz, betek ma voe kuzumet an holl rummad en doa graet ar pezh a oa fall dirak an AOTROU. 14 Ha setu e savit war-lerc'h ho tadoù evel broustennoù tud pec'herien, evit kreskiñ c'hoazh gwrez kounnar an AOTROU a-enep Israel. 15 Rak ma en em zistroit diwar e lerc'h, e kendalc'ho da lezel ar bobl-mañ er gouelec'h, hag ho po kaset an holl da get. 16 Tostaat a rejont outañ hag e lavarjont: Ni a savo amañ klozioù evit hon tropelloù ha kêrioù evit hor bugaligoù, 17 ha goude en em harnezimp buan dirak mibien Israel, betek ma hor bo o lakaet da vont d'o chomlec'h; met hor bugaligoù a vo o chom e kêrioù kreñv, abalamour da dud ar vro. 18 Ne zistroimp ket d'hon tiez ken n'o devo resevet mibien Israel pep hini anezho e hêrezh, 19 ha n'hon bo netra ganto en tu all d'ar Jordan na pelloc'h, peogwir e vo degouezhet deomp hon hêrezh-ni en tu-mañ d'ar Jordan, er sav-heol. 20 Moizez a lavaras: Ma rit kement-se, ma en em harnezit da vont d'ar brezel dirak an AOTROU, 21 ma tremen pep hini ac'hanoc'h harnezet ar Jordan dirak an AOTROU betek ma en devo kaset kuit e enebourien a-zirazañ, 22 ma vo ar vro sujet dirak an AOTROU, ma tistroit goude-se, neuze e viot didamall e-keñver an AOTROU hag e-keñver Israel, hag ar vro-se a vo deoc'h, evel ho talc'h dirak an AOTROU. 23 Ma ne rit ket evel-se, ho po pec'het a-enep an AOTROU, hag ho pec'hed a gavo ac'hanoc'h. 24 Savit kêrioù evit ho pugaligoù ha klozioù evit ho tropelloù, ha grit ar pezh a zo bet lavaret gant ho kenoù. 25 Mibien Gad ha mibien Ruben a gomzas da Voizez o lavarout: Da servijerien a raio evel m'en deus gourc'hemennet va aotrou. 26 Hor bugaligoù, hor gwragez, hon tropelloù hag hon holl loened a chomo e kêrioù Galaad, 27 ha da servijerien a dremeno, pep hini harnezet evit ar brezel, dirak an AOTROU, evit an emgann, evel m'en deus lavaret va aotrou. 28 Moizez a roas urzhioù en o c'heñver da Eleazar an aberzhour, da Jozue mab Nun ha da bennoù tadel meuriadoù Israel. 29 Moizez a lavaras: Mar tremen mibien Gad ha mibien Ruben ganeoc'h ar Jordan, harnezet holl evit ar brezel dirak an AOTROU, ha ma vo ar vro sujet dirazoc'h, e roiot dezho bro C'halaad da zalc'h. 30 Met ma ne dremenont ket harnezet ganeoc'h, o devo o lod en ho touez e bro Ganaan. 31 Mibien Gad ha mibien Ruben a respontas o lavarout: Ober a raimp ar pezh en deus lavaret an AOTROU da'z servijerien. 32 Ni a dremeno harnezet dirak an AOTROU da vro Ganaan, ha ra vo deomp hon hêrezh en tu-mañ d'ar Jordan. 33 Moizez a roas da vibien Gad, da vibien Ruben ha da hanter-veuriad Manase mab Jozef, rouantelezh Sihon roue an Amoreaned, rouantelezh Og roue Basan, ar vro gant he c'hêrioù en e harzoù ha douaroù kêrioù ar vro tro-war-dro. 34 Mibien Gad a savas Dibon, Atarod, Aroer, 35 Atrod-Shofan, Jaezer, Jogbeha, 36 Bet-Nimra ha Bet-Haran, kêrioù kreñv, hag e kempennjont klozioù evit an tropelloù. 37 Mibien Ruben a savas Hesbon, Eleale, Kirjataim, 38 Nebo, Baal-Meon, a voe cheñchet o anv, Sibma; hag e rojont anvioù d'ar c'hêrioù a savjont. 39 Mibien Makir mab Manase a yeas da C'halaad hag a gemeras anezhi; kas a rejont kuit an Amoreaned a oa o chom enni. 40 Moizez a roas Galaad da Vakir mab Manase, a chomas enni. 41 Jair mab Manase a yeas da gemer ar bourc'hioù; o galvas Bourc'hioù Jair. 42 Nobak a yeas da gemer Kenad gant ar c'hêriadennoù war he zro, hag o galvas Nobak, diwar e anv e-unan. |