Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 31 Trec'h war ar Vadianiz

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Veñj mibien Israel eus ar Vadianiz, ha goude e vi dastumet gant da bobl.

3 Moizez a gomzas d'ar bobl o lavarout: Harnezit gwazed eus ho touez evit ar brezel, ha ra dagint Madian evit tennañ veñjañs a-berzh an AOTROU diwar Vadian.

4 Mil den eus pep meuriad a gasot d'ar brezel, mil eus pep meuriad, eus pep meuriad Israel.

5 Savet e voe a-douez milieroù Israel mil den dre veuriad, daouzek mil den harnezet evit ar brezel.

6 Moizez a gasas anezho d'ar brezel, mil dre veuriad, ha ganto Fineaz mab Eleazar an aberzhour, d'ar brezel gant an traoù santel hag an trompilhoù tregernus en e zaouarn.

7 Ober a rejont ar brezel a-enep ar Vadianiz, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez, hag e lazhjont an holl baotred.

8 Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.

9 Mibien Israel a zegasas gwragez Madian evel prizoniadezed, gant o bugaligoù, hag e preizhjont o holl loened, o holl dropelloù hag o holl vadoù.

10 Tangwallañ a rejont o holl gêrioù ma oant o chom enno, gant o holl gampadurioù.

11 Kemer a rejont an holl ziwiskoù hag an holl breizhoù, tud ha loened,

12 hag e tegasjont ar brizonidi, ar preizhoù hag an diwiskoù da Voizez, da Eleazar an aberzhour ha da vodadenn mibien Israel, d'ar c'hamp, e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko.

13 Moizez, Eleazar an aberzhour hag holl briñsed ar vodadenn a yeas er-maez eus ar c'hamp, a-ziarbenn dezho.

14 Moizez a yeas droug ennañ a-enep ofiserien al lu, ar gabitened a vilieroù hag ar gabitened a gantoù a zeue eus ar brezel.

15 Moizez a lavaras dezho: Ha lezet hoc'h eus o buhez gant an holl verc'hed?

16 Setu, int eo ar re o deus roet lec'h da vibien Israel, diouzh komzoù Balaam, d'ober un torfed a-enep an AOTROU en afer Peor, ar pezh a dennas ur gouli war vodadenn an AOTROU.

17 Bremañ, lazhit pep paotr a-douez ar vugaligoù, ha lazhit pep maouez he deus anavezet un den en ur gousket gantañ,

18 met lezit da vevañ evidoc'h ar merc'hed yaouank n'o deus ket anavezet kousk ur paotr.

19 C'hwi a gampo er-maez eus ar c'hamp e-pad seizh devezh. Kement hini en deus lazhet unan bennak ha kement hini en deus stoket ouzh unan bennak lazhet, ra en em c'hlanaio d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, eñ hag e brizonidi.

20 Glanaet e vo pep dilhad, pep tra e kroc'hen, pep pezh-labour e blev gavr, pep tra e koad.

21 Eleazar an aberzhour a lavaras d'an dud a oa aet d'ar brezel: Setu reolennoù al lezenn en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez:

22 An aour, an arc'hant, an arem, an houarn, ar staen, ar plom,

23 kement tra a c'hell mont en tan, a lakaiot da dremen dre an tan, hag e vo glan. Met gant an dour a zisparti e lakaiot da dremen kement tra ha n'a ket en tan; tremen a raio dre an dour.

24 Kannañ a reot ho tilhad d'ar seizhvet deiz, hag e viot glan. Goude ez eot d'ar c'hamp.

25 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

26 Gra an niveradeg eus ar preizhoù a zo bet kemeret, tud ha loened, te, Eleazar an aberzhour ha pennoù tadel tiez ar vodadenn.

27 Ar preizh a vo daouhanteret etre ar re a zo aet d'ar brezel, a zo bet el lu, hag an holl vodadenn.

28 Hag e savi un taos evit an AOTROU diwar an dud a vrezel a zo aet d'an emgann, un ene diwar pemp kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved.

29 O c'hemer a reot diwar o hanter, hag e roi anezho da Eleazar an aberzhour evel prof savet d'an AOTROU.

30 Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeri unan diwar hanter-kant, diwar an dud, diwar an ejened, diwar an ezen, diwar an deñved, diwar an holl loened, hag e roi anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU.

31 Moizez hag Eleazar an aberzhour a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

32 Ar preizh a oa manet eus ar pezh bet kemeret gant ar re a oa aet d'ar brezel a voe: c'hwec'h kant pemzek mil ha tri-ugent dañvad,

33 daouzek mil ha tri-ugent ejen,

34 ur mil ha tri-ugent azen,

35 daou vil ha tregont ene, merc'hed n'o deus ket anavezet kousk ur paotr.

36 An hanter evit ar re a oa aet d'ar brezel a voe: tri c'hant seizh mil ha tregont pemp kant dañvad,

37 an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe c'hwec'h kant pemzek ha tri-ugent,

38 c'hwec'h mil ha tregont ejen, an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe daouzek ha tri-ugent,

39 tregont mil pemp kant azen, an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe unan ha tri-ugent,

40 c'hwezek mil ene mab-den, an taos evit an AOTROU savet diwarno a voe daou ha tregont ene.

41 Moizez a roas da Eleazar an aberzhour an taos-mañ evel prof savet d'an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

42 An hanter hag a oa evit mibien Israel, dispartiet gant Moizez diouzh hini an dud bet aet d'ar brezel,

43 an hanter-se, degouezhet d'ar vodadenn, a voe: tri c'hant seizh mil ha tregont pemp kant dañvad,

44 c'hwec'h mil ha tregont ejen,

45 tregont mil pemp kant azen,

46 c'hwezek mil ene mab-den.

47 Diouzh an hanter degouezhet da vibien Israel e kemeras Moizez unan diwar hanter-kant, diwar an dud ha diwar al loened, hag e roas anezho d'al Levited o deus an diwall eus tabernakl an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

48 Ofiserien milieroù al lu, ar gabitened a vilieroù hag ar gabitened a gantoù a dostaas ouzh Moizez,

49 hag e lavarjont: Da servijerien o deus graet an niveradeg eus an dud a vrezel a oa dindan hon urzhioù, ha ne vank ket unan anezho.

50 Degaset hon eus evel prof d'an AOTROU, pep hini ar pezh en deus kavet, traoù aour, chadennigoù, kelc'hioù-brec'h, lagadennoù, bizeier-skouarn, kolieroù, d'ober dic'haou evit hon eneoù dirak an AOTROU.

51 Moizez hag Eleazar an aberzhour a gemeras diganto an aour hag an holl draoù oberiet.

52 Holl aour ar prof savet d'an AOTROU hag a zo bet degaset gant ar gabitened a vilieroù hag ar gabitened a gantoù a voe c'hwezek mil seizh kant hanter-kant sikl.

53 An dud a vrezel o doe pep hini e breizh evitañ e-unan.

54 Moizez hag Eleazar an aberzhour a gemeras an aour digant ar gabitened a vilieroù hag ar gabitened a gantoù, hag e kasjont anezhañ da deltenn an engalv evel eñvor evit mibien Israel dirak an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan