Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 30 Diwar-benn ar gouestloù

1 Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

2 Moizez a gomzas da bennoù meuriadoù mibien Israel o lavarout: Setu ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU:

3 Pa en devo graet un den ur gouestl d'an AOTROU, pe en devo dre le lakaet un ere war e ene, ne dorro ket e gomz, ober a raio hervez ar pezh en devo lavaret e c'henoù.

4 Pa he devo graet ur vaouez ur gouestl d'an AOTROU ha lakaet un ere warni en e yaouankiz e ti he zad,

5 ma en devo klevet he zad diwar-benn ar gouestl hag an ere lakaet war hec'h ene, ha n'en devo lavaret netra dezhi, hec'h holl ouestloù a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,

6 met ma tislavar he zad anezhi en deiz ma klev diwar o fenn, gouestl ebet hag ere ebet he devo lakaet war hec'h ene ne vo gwiriek, hag an AOTROU a bardono dezhi, rak he zad en devo he dislavaret.

7 Mard eo dimezet goude bezañ graet gouestloù, pe goude bezañ lakaet un ere war hec'h ene dre ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloù,

8 ha ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi en deiz ma klev, hec'h holl ouestloù a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,

9 met ma tislavar he gwaz anezhi en deiz ma klev diwar o fenn, e kaso da netra ar gouestl hag an ere lakaet war hec'h ene dre ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloù, hag an AOTROU a bardono dezhi.

10 Gouestl un intañvez pe ur wreg kaset kuit, kement ere he devo lakaet war hec'h ene, a vo gwiriek eviti.

11 Mard eo e ti he gwaz e ra ur gouestl hag e laka dre le un ere war hec'h ene,

12 ma klev he gwaz diwar o fenn ha ne lavar netra dezhi, hec'h holl ouestloù a vo gwiriek ha kement ere he devo lakaet war hec'h ene a vo gwiriek,

13 met ma kas he gwaz anezho da netra en deiz ma klev, ar pezh a zo bet lavaret gant he muzelloù diwar-benn he gouestloù pe diwar-benn an ereoù lakaet war hec'h ene ne vo ket gwiriek, kaset e vint da netra gant he gwaz, hag an AOTROU a bardono dezhi.

14 He gwaz a c'hello gwiriañ hag he gwaz a c'hello kas da netra pep gouestl ha pep le ouzh hec'h eren da c'hlac'hariñ hec'h ene.

15 Ma ne lavar he gwaz netra dezhi a zeiz da zeiz, e wirio hec'h holl ouestloù ha kement ere lakaet warni; gwiriet e vint gantañ rak n'en devo lavaret netra dezhi en deiz ma en devo klevet diwar o fenn.

16 Ma kas he gwaz anezho da netra en deiz ma klev, e tougo he direizhder.

17 Setu ar reolennoù a c'hourc'hemennas an AOTROU da Voizez etre ur gwaz hag e wreg, etre un tad hag e verc'h en e yaouankiz pa'z emañ e ti he zad.

Lean sinn:



Sanasan