Niveroù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 Niveradeg al Levited ha daspren ar re gentañ-ganet 1 Setu lignez Aaron ha Moizez e deiz ma komzas an AOTROU da Voizez war Venez Sinai. 2 Setu anvioù mibien Aaron: Nadab, ar c'hentañ-ganet, Abihu, Eleazar, Itamar. 3 Ar re-se eo mibien Aaron, an aberzhourien a voe olevet; gouestlet int bet evit ar servij evel aberzhourien. 4 Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU e gouelec'h Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad. 5 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 6 Laka meuriad Levi da dostaat ha degas anezho dirak Aaron an aberzhour, evit ma servijint anezhañ. 7 Hag ec'h eveshaint war gement a zo roet d'e ziwall ha da ziwall an holl vodadenn, dirak teltenn an engalv, en ur ober servij an tabernakl. 8 Hag ec'h eveshaint war holl draoù teltenn an engalv ha war gement a zo roet da ziwall mibien Israel, en ur ober servij an tabernakl. 9 Evel-se e roi al Levited da Aaron ha d'e vibien; roet e vint dezhañ a-berzh mibien Israel. 10 Lakaat a ri en o c'harg Aaron hag e vibien evit ma virint o servij a aberzhourien. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv. 11 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 12 Setu, kemeret em eus al Levited a-douez mibien Israel e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel o deus digoret ar mammog; al Levited a zo din-me. 13 Pep kentañ-ganet a zo din. D'an deiz em eus skoet pep kentañ-ganet e bro Ejipt, em eus santelaet evidon pep kentañ-ganet en Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din e vint. Me eo an AOTROU. 14 An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai o lavarout: 15 Gra an niveradeg eus mibien Levi, hervez tiez o zadoù, hervez o ziegezhioù, gra an niveradeg eus an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn. 16 Moizez a niveras anezho hervez urzh an AOTROU, evel ma oa bet gourc'hemennet dezhañ. 17 Setu mibien Levi dre o anvioù: Gershon, Kehad ha Merari. 18 Setu anvioù mibien Gershon dre o ziegezhioù: Libni ha Shimei. 19 Setu mibien Kehad dre o ziegezhioù: Amram, Jizehar, Hebron hag Uziel. 20 Setu mibien Merari dre o ziegezhioù: Makli ha Mushi. Setu kerentiezhioù Levi hervez tiez o zadoù. 21 Diouzh Gershon e tiskenn tiegezh al Libnited ha tiegezh ar Shimited; ar re-se eo tiegezh ar C'hershonited. 22 Ar re anezho a voe niveret, o kontañ an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn; bez' e voent seizh mil pemp kant. 23 Tiegezhioù ar C'hershonited a gampe a-dreñv an tabernakl, war-zu ar c'huzh-heol. 24 Penn ti tadel ar C'hershonited a oa Eliasaf mab Lael. 25 Ar garg roet da vibien Gershon e-keñver teltenn an engalv a voe an tabernakl, an deltenn, ar golo, ar rideoz evit digor teltenn an engalv, 26 lienoù al leurenn, ar rideoz evit dor al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag an holl gerdin evit ar servij. 27 Diouzh Kehad e tiskenn tiegezh an Amramited, tiegezh ar Jizeharited, tiegezh an Hebronited ha tiegezh an Uzielited; ar re-se eo tiegezh ar C'heatited. 28 O kontañ an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, e voent eizh mil c'hwec'h kant, a voe roet dezho ur garg evit ar santual. 29 Tiegezhioù mibien Kehad a gampe war gostez an tabernakl war-zu ar c'hreisteiz. 30 Penn ti tadel ar C'heatited a oa Elizafan mab Uziel. 31 Ar garg roet dezho a voe an arc'h, an daol, ar c'hantolor, an aoterioù, traoù ar santual evit ober ar servij, ar ouel ha kement a zo talvoudus dezhi. 32 Eleazar, mab an aberzhour Aaron, a voe penn pennoù al Levited; lakaet eo bet war ar re a voe roet dezho karg ar santual. 33 Diouzh Merari e tiskenn tiegezh ar Vaklited ha tiegezh ar Vushited; ar re-se eo tiegezh ar Verarited. 34 Ar re anezho a voe niveret o kontañ an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn; bez' e voent c’hwec'h mil daou c'hant. 35 Penn ti tadel ar Verarited a oa Zuriel mab Abihail. Kampañ a raent war gostez an tabernakl war-zu an hanternoz. 36 Ar garg hag an diwall roet da vibien Merari a voe plenk an tabernakl, e varrennoù, e golonennoù hag o sichennoù, e holl draoù ha kement a zo talvoudus dezho, 37 kolonennoù al leurenn tro-dro, o sichennoù, o feulioù hag o c'herdin. 38 Ar re a gampe dirak an tabernakl, ouzh ar reter, dirak teltenn an engalv, war-zu ar sav-heol, a oa Moizez, Aaron hag e vibien, a voe roet dezho karg ar santual, karg evit mibien Israel. Mar tosta un diavaeziad, e vo lakaet d'ar marv. 39 An holl Levited a voe niveret; niveret int bet gant Moizez hag Aaron hervez urzh an AOTROU, hervez o ziegezhioù. An holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn a voe daou vil warn-ugent. 40 An AOTROU a lavaras da Voizez: Niver an holl re gentañ-ganet-paotr eus mibien Israel, adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, ha gra o niveradeg dre o anvioù. 41 Kemer a ri al Levited evidon-me an AOTROU e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h an holl re-gentañ-ganet eus loened mibien Israel. 42 Moizez a niveras an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ. 43 An holl re gentañ-ganet-paotr a voe niveret o kontañ dre o anvioù, adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn; bez' e voent daou vil warn-ugent daou c'hant trizek ha tri-ugent. 44 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 45 Kemer al Levited e-lec'h an holl re gentañ-ganet eus mibien Israel, ha loened al Levited e-lec'h o loened; al Levited a vo din. Me eo an AOTROU. 46 Evit daspren an daou c'hant trizek ha tri-ugent e-touez ar c'hentañ-ganet eus mibien Israel a zo dreist niver al Levited, 47 e kemeri pemp sikl dre benn; o c'hemer a ri hervez sikl ar santual; ur sikl a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). 48 An arc'hant a roi da Aaron ha d'e vibien evit daspren ar re a zo ouzhpenn. 49 Moizez a gemeras an arc'hant evit daspren ar re a zo ouzhpenn, en tu all d'ar re zasprenet gant al Levited; 50 kemer a reas arc'hant ar re gentañ-ganet eus mibien Israel, mil tri c'hant pemp sikl ha tri-ugent, hervez sikl ar santual. 51 Moizez a roas arc'hant an daspren da Aaron ha d'e vibien, hervez urzh an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. |