Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 29 Diwar-benn an aberzhoù

1 D'ar seizhvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. Bez' e vo sonet an trompilhoù d'an deiz-se.

2 Kinnig a reot ul loskaberzh e c'hwezh dudius d'an AOTROU: ur c'hole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,

3 hag o donezonoù a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ar c'hole, div zekvedenn evit an tourz,

4 hag un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan,

5 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, evit ober dic'haou evidoc'h,

6 ouzhpenn loskaberzh ar miz gant e zonezon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoù, hervez ar reolennoù. Bez' e vint ur c'hwezh dudius, profoù graet dre an tan d'an AOTROU.

7 D'an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, ho po ur c'hengalv santel, ec'h izelaiot hoc'h eneoù ha ne reot labour ebet.

8 Kinnig a reot ul loskaberzh d'an AOTROU, ur c'hwezh dudius: ur c'hole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz,

9 hag o donezonoù a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ar c'hole,

10 div zekvedenn evit an tourz, hag un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan.

11 Kinnig a reot ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn an aberzh evit ober dic'haou kinniget en deiz-pardon, al loskaberzh peurbadus gant e zonezon, hag o evadkinnigoù.

12 D'ar pemzekvet deiz eus ar seizhvet miz, ho po ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet, hag e reot ur gouel evit an AOTROU e-pad seizh devezh.

13 Kinnig a reot ul loskaberzh, ur prof graet dre an tan e c'hwezh dudius d'an AOTROU: trizek kole yaouank, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

14 hag o donezonoù a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit pep kole eus an trizek kole, div zekvedenn evit pep tourz eus an daou dourz,

15 hag un dekvedenn evit pep oan eus ar pevarzek oan,

16 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

17 D'an eil deiz, e kinnigot daouzek kole yaouank, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

18 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'holeoù, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

19 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag o evadkinnigoù.

20 D'an trede deiz, e kinnigot unnek kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

21 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'holeoù, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

22 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

23 D'ar pevare deiz, e kinnigot dek kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

24 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'holeoù, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

25 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

26 D'ar pempvet deiz, e kinnigot nav c'hole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

27 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'holeoù, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

28 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

29 D'ar c'hwec'hvet deiz, e kinnigot eizh kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

30 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'holeoù, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

31 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

32 D'ar seizhvet deiz, e kinnigot seizh kole, daou dourz, pevarzek oan disi eus ar bloaz,

33 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'holeoù, evit an tourzed hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

34 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

35 D'an eizhvet deiz, ho po ur vodadeg veur, ne reot labour-mevel ebet.

36 Kinnig a reot ul loskaberzh, ur prof graet dre an tan e c'hwezh dudius d'an AOTROU: ur c'hole, un tourz, seizh oan disi eus ar bloaz,

37 hag an donezonoù hag an evadkinnigoù evit ar c'hole, evit an tourz hag evit an oaned, diouzh o niver, hervez ar reolennoù,

38 hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon hag e evadkinnig.

39 Setu an traoù a reot evit an AOTROU e-pad ho kouelioù engalvadeg, en tu all d'ho kouestloù ha d'ho profoù a-youl-vat, evit ho loskaberzhoù, evit ho tonezonoù, evit hoc'h evadkinnigoù hag evit hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù.

Lean sinn:



Sanasan