Niveroù 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 28 Diwar-benn al loskaberzhoù 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Ro urzhioù da vibien Israel ha lavar: Ret e vo deoc'h eveshaat ma vo kinniget din en amzer dereat an donezon hag ar boued evit va frofoù graet dre an tan, ur c'hwezh dudius din. 3 Lavarout a ri: Setu ar prof graet dre an tan a ginnigot d'an AOTROU: Daou oan disi eus ur bloaz, bemdez, evit loskaberzh peurbadus. 4 Un oan a ginnigi diouzh ar beure, hag an oan all etre an daou abardaez, 5 gant un dekvedenn efa (1/10 efa 3 l) flour bleud evel donezon, mezet gant ur c'hard hin eoul friket. 6 Al loskaberzh peurbadus eo, kinniget eo bet e Menez Sinai, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. 7 An evadkinnig a vo eus ur c'hard hin evit pep oan; el lec'h santel e vo graet an evadkinnig a win kreñv d'an AOTROU. 8 Kinnig a ri an oan all etre an daou abardaez; kinnig a ri an hevelep donezon gant hini ar beure hag an hevelep evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. 9 D'an deiz sabad, e kinnigot daou oan disi eus ur bloaz, gant div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon, ha gant an evadkinnig. 10 Loskaberzh ar sabad e vo, evit pep sabad, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig. 11 E penn-kentañ ho mizioù, e kinnigot ul loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz, 12 gant teir dekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit pep kole, div zekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit an tourz, 13 un dekvedenn flour bleud mezet gant eoul evel donezon evit pep oan. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. 14 An evadkinnigoù a vo un hanter hin gwin evit ur c'hole, un drederenn hin evit un tourz, ur c'hard hin evit un oan. Loskaberzh penn ar miz e vo, evit holl vizioù ar bloaz. 15 Kinniget e vo ur bouc'h evit an aberzh-dic'haouiñ, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig. 16 D'ar miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, e vo Pask an AOTROU. 17 D'ar pemzekvet deiz eus ar miz e vo ur gouel; debriñ a reot bara hep goell e-pad seizh devezh. 18 D'an deiz kentañ e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. 19 Kinnig a reot ur prof graet dre an tan evel loskaberzh d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan disi eus ur bloaz, 20 hag o donezonoù a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ur c'hole, div zekvedenn evit an tourz, 21 hag e kinnigi un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan. 22 Kinnig a reot ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, evit ober dic'haou evidoc'h. 23 Kinnig a reot an traoù-se ouzhpenn loskaberzh ar beure, a zo ul loskaberzh peurbadus. 24 Kinnig a reot anezho bemdez e-pad seizh devezh, ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. Kinnig a reot an traoù-se ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig. 25 D'ar seizhvet deiz e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. 26 Da zeiz ar frouezh kentañ, pa ginnigot un donezon nevez d'an AOTROU, da c'houel ar sizhunioù, e vo ur c'hengalv santel, ne reot labour-mevel ebet. 27 Kinnig a reot ul loskaberzh e c'hwezh dudius d'an AOTROU: daou gole yaouank, un tourz, seizh oan eus ur bloaz, 28 hag o donezonoù a vo flour bleud mezet gant eoul, teir dekvedenn evit ur c'hole, div zekvedenn evit an tourz, 29 un dekvedenn evit pep oan eus ar seizh oan. 30 Kinnig a reot ur bouc'h evit ober dic'haou evidoc'h. 31 Kinnig a reot an traoù-se ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e zonezon; disi e vint, gant o evadkinnigoù. |