Niveroù 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 26 Eil niveradeg an Israeliz 1 Hag e c'hoarvezas goude ar gouli-mañ, ma komzas an AOTROU da Voizez ha da Eleazar, mab Aaron an aberzhour, o lavarout: 2 Grit an niveradeg eus holl vodadenn mibien Israel, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, hervez tiez o zadoù, an holl re eus Israel hag a c'hell mont d'ar brezel. 3 Moizez hag Eleazar an aberzhour a gomzas dezho e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko, o lavarout: 4 Graet e vo an niveradeg, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da vibien Israel aet kuit eus bro Ejipt. 5 Ruben, kentañ-ganet Israel. Mibien Ruben: Hanok ha tiegezh an Hanokiz, Palu ha tiegezh ar Baluiz, 6 Hezron ha tiegezh an Hezroniz, Karmi ha tiegezh ar Garmiz. 7 Setu aze tiegezhioù ar Rubeniz, ar re niveret a voe tri mil ha daou-ugent seizh kant tregont. 8 Mibien Palu: Eliab. 9 Mibien Eliab: Nemuel, Datan, Abiram. Datan hag Abiram eo ar re o doa galvet er vodadenn d'en em sevel a-enep Moizez hag a-enep Aaron, gant bodadeg Kora, pa en em savjont a-enep an AOTROU. 10 An douar a zigoras e c'henoù d'o lonkañ gant Kora, ha neuze ar re a oa en em zastumet a varvas, pa guzumas an tan daou c'hant hag hanter-kant den; kement-se a voe ur skouer. 11 Met mibien Kora ne varvjont ket. 12 Mibien Simeon hervez o ziegezhioù: Nemuel ha tiegezh an Nemueliz, Jamin ha tiegezh ar Jaminiz, Jakin ha tiegezh ar Jakiniz, 13 Zerak ha tiegezh ar Zerakiz, Saül ha tiegezh ar Saüliz. 14 Setu aze tiegezhioù ar Simeoniz, daou vil warn-ugent daou c'hant. 15 Mibien Gad hervez o ziegezhioù: Zefon ha tiegezh ar Zefoniz, Hagi ha tiegezh an Hagiz, Shuni ha tiegezh ar Shuniz, 16 Ozni ha tiegezh an Ozniz, Eri ha tiegezh an Eriz, 17 Arod ha tiegezh an Arodiz, Areli ha tiegezh an Areliz. 18 Setu aze tiegezhioù mibien Gad, ar re niveret a voe daou-ugent mil pemp kant. 19 Mibien Juda: Er hag Onan; Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. 20 Mibien Juda hervez o ziegezhioù: Shela ha tiegezh ar Shelaniz, Perez ha tiegezh ar Bereziz, Zerak ha tiegezh ar Zerakiz. 21 Mibien Perez: Hezron ha tiegezh an Hezroniz, Hamul ha tiegezh an Hamuliz. 22 Setu aze tiegezhioù Juda, ar re niveret a voe c'hwezek mil ha tri-ugent pemp kant. 23 Mibien Isakar hervez o ziegezhioù: Tola ha tiegezh an Dolaiz, Puva ha tiegezh ar Buviz, 24 Jashub ha tiegezh ar Jashubiz, Shimron ha tiegezh ar Shimroniz. 25 Setu aze tiegezhioù Isakar, ar re niveret a voe pevar mil ha tri-ugent tri c'hant. 26 Mibien Zabulon hervez o ziegezhioù: Sered ha tiegezh ar Serediz, Elon ha tiegezh an Eloniz, Jahleel ha tiegezh ar Jahleeiz. 27 Setu aze tiegezhioù ar Zabuloniz, ar re niveret a voe tri-ugent mil pemp kant. 28 Mibien Jozef hervez o ziegezhioù: Manase hag Efraim. 29 Mibien Manase: Makir ha tiegezh ar Vakiriz. Makir a voe tad da C'halaad, Galaad ha tiegezh ar C'halaadiz. 30 Mibien Galaad: Jezer ha tiegezh ar Jezeriz, Helek ha tiegezh an Helekiz, 31 Asriel ha tiegezh an Asrieliz, Sichem ha tiegezh ar Sichemiz, 32 Shemida ha tiegezh ar Shemidaiz, Hefer ha tiegezh an Heferiz. 33 Zelofkad mab Hefer n'en doe ket a vibien met merc'hed. Anvioù merc'hed Zelofkad a oa: Mahla, Noa, Holga, Milka, Tirza. 34 Setu aze tiegezhioù Manase, ar re niveret a voe daou vil hag hanter-kant seizh kant. 35 Mibien Efraim hervez o ziegezhioù: Shutela ha tiegezh ar Shutelaiz, Beker ha tiegezh ar Vekeriz, Tahan ha tiegezh an Dahaniz. 36 Mibien Shutela: Eran ha tiegezh an Eraniz. 37 Setu aze tiegezhioù mibien Efraim, ar re niveret a voe daou vil ha tregont pemp kant. Setu aze mibien Jozef hervez o ziegezhioù. 38 Mibien Benjamin hervez o ziegezhioù: Bela ha tiegezh ar Velaiz, Ashbel ha tiegezh an Ashbeliz, Ahiram ha tiegezh an Ahiramiz, 39 Shufam ha tiegezh ar Shufamiz, Hufam ha tiegezh an Hufamiz. 40 Mibien Bela: Ard ha Naaman, ha tiegezh an Ardiz, hag eus Naaman tiegezh an Naamiz. 41 Setu aze mibien Benjamin hervez o ziegezhioù, ar re niveret a voe pemp mil ha daou-ugent c'hwec'h kant. 42 Mibien Dan hervez o ziegezhioù: Shuham ha tiegezh ar Shuhamiz. Setu aze tiegezhioù Dan hervez o ziegezhioù. 43 Holl ziegezhioù ar Shuhamiz niveret a voe pevar mil ha tri-ugent pevar c'hant. 44 Mibien Aser hervez o ziegezhioù: Jimna ha tiegezh ar Jimniz, Jishvi ha tiegezh ar Jishviz, Beria ha tiegezh ar Veriiz. 45 Mibien Beria: Heber ha tiegezh an Heberiz, Malkiel ha tiegezh ar Valkieliz. 46 Anv merc'h Aser a oa Sara. 47 Setu aze tiegezhioù mibien Aser, ar re niveret a voe tri mil hag hanter-kant pevar c'hant. 48 Mibien Neftali hervez o ziegezhioù: Jahzeel ha tiegezh ar Jahzeeliz, Guni ha tiegezh ar C'huniz, 49 Jezer ha tiegezh ar Jezeriz, Shilem ha tiegezh ar Shilemiz. 50 Setu aze tiegezhioù Neftali hervez o ziegezhioù, ar re niveret a voe pemp mil ha daou-ugent pevar c'hant. 51 Setu aze ar re eus mibien Israel a voe niveret, c'hwec'h kant ur mil seizh kant tregont. 52 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 53 Ar vro a vo lodennet etre ar re-se evel un hêrezh, hervez niver an anvioù. 54 D'ar re a zo e niver bras e roi un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roi un hêrezh vihanoc'h; da bep hini e vo roet un hêrezh hervez an niveradeg. 55 Ar vro a vo lodennet dre ar sord. Bez' o devo o hêrezh hervez anvioù meuriadoù o zadoù. 56 Hêrezh pep hini a vo lodennet dre ar sord etre ar re a zo e niver bras hag ar re a zo e niver bihan. 57 Al Levited a voe niveret hervez o ziegezhioù: Gershon ha tiegezh ar C'hershonited, Kehad ha tiegezh ar Gehatited, Merari ha tiegezh ar Verarited. 58 Tiegezhioù al Levited: Tiegezh al Libnited, tiegezh an Hebronited, tiegezh ar Vaklited, tiegezh ar Vushited, tiegezh ar Gorahiz. Kehad a voe tad da Amram. 59 Anv gwreg Amram a oa Jokebed merc'h Levi; ganet eo bet da Levi en Ejipt, hag hi a c'hanas da Amram: Aaron, Moizez, Mari o c'hoar. 60 Aaron a voe tad da Nadab, Abihu, Eleazar, Itamar. 61 Nadab hag Abihu a varvas pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU. 62 Ar re a voe niveret, an holl baotred adalek an oad a ur miz hag ouzhpenn, a voe tri mil warn-ugent. Ne voent ket niveret gant mibien Israel, dre ma ne voe hêrezh ebet evito e-touez mibien Israel. 63 Setu ar re a voe niveret gant Moizez hag Eleazar an aberzhour, a niveras mibien Israel e plaenennoù Moab, e-kichen ar Jordan, a-dal da Jeriko. 64 E-touez ar re-mañ ne voe ket un den eus ar re a oa bet niveret gant Moizez hag Aaron an aberzhour pa rejont niveradeg mibien Israel e gouelec'h Sinai, 65 rak an AOTROU en doa lavaret anezho: A-dra-sur e varvint er gouelec'h ha ne chomo ket unan anezho, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun. |