Niveroù 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 25 Gastaouerezh an Israeliz 1 Israel a chomas e Sitim, hag ar bobl en em lakaas da c'hastaouiñ gant merc'hed Moab. 2 Int a bedas ar bobl da aberzhoù o doueoù, hag ar bobl a zebras hag a stouas dirak o doueoù. 3 Israel en em stagas ouzh Baal-Peor, ha fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel. 4 An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer holl bennoù ar bobl ha kroug dirak an AOTROU, a-dal d'an heol, evit ma tistroio gwrez kounnar an AOTROU diouzh Israel. 5 Moizez a lavaras da varnerien Israel: Ra lazho pep hini ac'hanoc'h ar re eus e dud a zo en em staget ouzh Baal-Peor. 6 Ha setu un den eus mibien Israel a zeuas hag a zegasas d'e vreudeur ur Vadianadez, dindan daoulagad Moizez hag holl vodadenn mibien Israel, e-pad ma ouelent ouzh digor teltenn an engalv. 7 O welout-se, Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour, a savas a-greiz ar vodadenn hag a gemeras ur goaf en e zorn, 8 hag ez eas war-lerc'h an den eus Israel en e deltenn hag o lazhas o-daou, an den eus Israel hag ar wreg en he mammog. Ar gouli a baouezas diwar mibien Israel. 9 Hag e varvas pevar mil warn-ugent eus ar gouli. 10 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 11 Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour, en deus distroet va fulor diwar mibien Israel rak en deus bet gred en o c'hreiz; ne'm eus ket kuzumet mibien Israel em gwarizi. 12 Setu perak e lavari: Reiñ a ran dezhañ un emglev a beoc'h, 13 a vo evitañ hag evit e lignez war e lerc'h, un emglev a velegiezh peurbadus, rak en deus bet gred evit e Zoue hag en deus graet dic'haou evit mibien Israel. 14 Anv an den eus Israel a zo bet lazhet a-unan gant ar Vadianadez a oa Zimri mab Salu, priñs eus un ti tadel a-douez ar Simeoniz. 15 Anv ar wreg eus Madian a zo bet lazhet a oa Kozbi merc'h Zur; eñ a oa penn-meuriad eus un ti tadel e Madian. 16 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 17 Stourmit ouzh ar Vadianiz ha lazhit anezho, 18 rak stourmet o deus ouzhoc'h dre o gwidreoù, en ur douellañ ac'hanoc'h en afer Peor hag en afer Kozbi, merc'h ur penn eus Madian, o c'hoar a zo bet lazhet da zevezh ar gouli erruet dre afer Peor. |