Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 24 Balaam a gendalc'h da vennigañ ha da ziouganañ

1 Balaam a welas penaos e kave mat an AOTROU bennigañ Israel, n'eas ket da glask strobinelloù evel ar gwechoù all, met war-zu ar gouelec'h e troas e zremm.

2 Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiñ dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnañ.

3 Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,

4 diougan an hini a glev gerioù Doue, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini a stou hag a zigor e zaoulagad.

5 Pegen kaer eo da deltennoù, o Jakob! Ha da chomlec'hioù, o Israel!

6 En em astenn a reont evel traoniennoù, evel liorzhoù war ribl ar stêr, evel aloez plantet gant an AOTROU, evel sedrez e-kichen an doureier.

7 An dour a redo eus e sailhoù, e lignez a vo evel doureier bras, e roue a savo dreist Agag, e rouantelezh a vo uhelvrudet.

8 Doue en deus e dennet eus an Ejipt, bez' eo evitañ evel nerzh ar bual. Lonkañ a raio ar broadoù a enebint outañ, frikañ a raio o eskern, o zoullañ a raio gant e viroù.

9 En em ledañ, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez, ha piv a raio dezhañ sevel? Ar re az pennigo a vo benniget, hag ar re az milligo a vo milliget!

10 Fulor Balag en em danas a-enep Balaam, hag e skoas gant e zaouarn. Balag a lavaras da Valaam: Da c'halvet em eus evit milligañ va enebourien, ha setu, ec'h eus o benniget teir gwech!

11 Bremañ, tec'h ez pro! Lavaret em eus e vefes enoret-meurbet ganin, met setu, an AOTROU en deus harzet outañ da vezañ enoret.

12 Balaam a lavaras da Valag: Ha ne'm boa ket komzet d'ar gannaded az poa kaset war-zu ennon o lavarout:

13 Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?

14 Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.

15 Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,

16 diougan an hini a glev gerioù Doue, an hini a anavez skiant an Uhel-Meurbet, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini a stou hag a zigor e zaoulagad.

17 Me henn gwel, me a sell outañ, met n'eo ket evit prestik: Ur steredenn a zeuio eus Jakob, ur walenn a vo savet eus Israel, toullañ a raio kostezioù Moab, distrujañ a raio holl vibien Sed.

18 Edom a vo perc'hennet, Seir a vo perc'hennet gant o enebourien, Israel en raio gant galloud.

19 An hini a zeuio eus Jakob a reno, hag e lamo kuit dilerc'h ar c'hêrioù.

20 Gwelout a reas Amalek, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: E-touez ar broadoù Amalaek eo an hini gentañ, met en dazont ez aio da goll.

21 Gwelout a reas ar Genianed, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: Da chomlec'h a zo start, lakaet ec'h eus da neizh war ar roc'h,

22 met ar C'henian a vo distrujet, hag Ashur a gaso ac'hanout da sklav.

23 Embann a reas e ziougan o lavarout: Siwazh! Piv a vevo pa zeu kement-mañ eus Doue?

24 Listri a zeuio eus aod Kitim, int a izelaio Ashur, int a izelaio an Hebre, hag eñ ivez a yelo da goll.

25 Balaam a savas hag a yeas kuit; mont a reas d'e vro. Balag ivez a yeas gant e hent.

Lean sinn:



Sanasan