Niveroù 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 Bennozhioù Balaam 1 Balaam a lavaras da Valag: Sav din amañ seizh aoter, kempenn din seizh kole ha seizh tourz. 2 Balag a reas evel m'en doa lavaret Balaam. Balag ha Balaam a ginnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter. 3 Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h tost d'al loskaberzh ha me a yelo kuit. Marteze e teuio an AOTROU da'm c'havout, hag e lavarin dit ar pezh en devo diskouezet din. Hag ez eas war ul lec'h uhel. 4 Doue en em gavas gant Balaam, a lavaras dezhañ: Aozet em eus seizh aoter ha kinniget em eus ur c'hole hag un tourz war bep aoter. 5 An AOTROU a lakaas ur gomz e genoù Balaam hag a lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn. 6 Distreiñ a reas ha setu, en em zalc'he tost d'al loskaberzh, eñ hag holl briñsed Moab. 7 Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Balag roue Moab en deus va lakaet da zont eus Aram, eus menezioù ar sav-heol. Deus, millig din Jakob! Deus, kemer droug ouzh Israel! 8 Penaos e villigfen an hini n'eo ket mallozhet gant Doue? Penaos e kemerfen imor ouzh an hini n'en deus ket kemeret imor an AOTROU outañ? 9 E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outañ a-ziwar an torgennoù, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoù. 10 Piv a c'hell niveriñ poultr Jakob, ha diniveriñ kard Israel? Ra varvin eus marv an dud reizh, ra vo va diwezh heñvel ouzh o hini! 11 Balag a lavaras da Valaam: Petra ac'h eus graet din? Da gemeret em eus evit milligañ va enebourien, ha setu, o bennigañ a rez! 12 Respont a reas o lavarout: Ha n'eo ket dleet din lavarout ar pezh en deus lakaet an AOTROU em genoù? 13 Balag a lavaras: Deus ganin d'ul lec'h all, ma weli anezho alese. Ne weli nemet ar penn anezho, n'o gweli ket holl. Hag alese e villigi anezho din. 14 E ren a reas da bark Zofim war-lein ar Pisga. Sevel a reas seizh aoter hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter. 15 Balaam a lavaras da Valag: En em zalc'h amañ tost d'al loskaberzhoù ha me a yelo pelloc'h a-ziarbenn. 16 An AOTROU en em gavas gant Balaam hag a lakaas ur gomz en e c'henoù. Hag e lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn. 17 Distreiñ a reas ha setu, en em zalc'he tost d'al loskaberzh, eñ hag holl briñsed Moab. Balag a lavaras: Petra en deus lavaret an AOTROU? 18 Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Sav Balag, ha selaou! Ro da skouarn din, mab Zippor! 19 Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn? 20 Setu, resevet em eus da vennigañ, benniget en deus, ne c'hellan ket cheñch. 21 N'en deus ket merzet direizhder e Jakob, n'en deus ket gwelet drougiezh en Israel. An AOTROU e Zoue a zo gantañ, hag e vez klevet eno youc'h ur roue. 22 Doue en deus o zennet eus an Ejipt, bez' eo evito evel nerzh ar bual. 23 N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue! 24 Ar bobl-mañ a savo evel ul leonez hag a sonno evel ul leon. Ne c'hourvezo ket, ken n'en devo debret ar preizh hag evet gwad ar c'hloazidi. 25 Balag a lavaras da Valaam: Na villig ket anezho, met n'o binnig ket kennebeut! 26 Balaam a lavaras da Valag: Ha ne'm boa ket lavaret: Ober a rin kement a lavaro an AOTROU? 27 Balag a lavaras da Valaam: Deus eta, me az reno d'ul lec'h all; marteze e kavo mat Doue ma villigi anezho alese. 28 Balag a renas Balaam war-lein ar Peor, a sell ouzh ar gouelec'h. 29 Balaam a lavaras da Valag: Sav din amañ seizh aoter, kempenn din seizh kole ha seizh tourz. 30 Balag a reas evel m'en doa lavaret Balaam, hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter. |