Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22 Balag a c'houlenn sikour Balaam

1 Mont a reas kuit mibien Israel hag e kampjont e plaenennoù Moab, en tu-mañ d'ar Jordan, a-dal da Jeriko.

2 Balag mab Zippor a welas kement en doa graet Israel d'an Amoreaned.

3 Moab en doe un aon bras dirak ar bobl-se, dre ma oa niverus; Moab a voe spouronet rak mibien Israel.

4 Moab a lavaras da henaourien Madian: Emañ an engroez-mañ o vont da beuriñ holl en-dro deomp evel ma peur an ejen geot ar parkeier. Balag mab Zippor a oa roue Moab d'ar mare-se.

5 Hag e kasas kannaded da Valaam mab Beor, da Betor war ar stêr, e bro mibien e bobl, evit gervel anezhañ o lavarout: Setu, ur bobl a zo deuet kuit eus an Ejipt, setu e c'holo gorre an douar hag eo en em ziazezet a-dal din.

6 Deus bremañ, millig ar bobl-se rak galloudusoc'h eo egedon; marteze e c'hellin trec'hiñ anezho hag o c'has kuit eus ar vro, rak gouzout a ran penaos an hini a vennigez a zo benniget hag an hini a villigez a zo milliget.

7 Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoù evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhañ komzoù Balag.

8 Balaam a lavaras: Chomit amañ fenoz hag e respontin deoc'h hervez ar pezh a lavaro an AOTROU din. Priñsed Moab a chomas e ti Balaam.

9 Doue a zeuas da gavout Balaam hag a lavaras: Piv eo an dud-se a zo ez ti?

10 Balaam a respontas da Zoue: Balag mab Zippor, roue Moab, en deus kaset anezho da'm c'havout evit lavarout din:

11 Setu, ur bobl a zo deuet kuit eus an Ejipt, setu e c'holo gorre an douar. Deus bremañ, millig anezho, marteze e c’hellin trec'hiñ anezho hag o c'has kuit.

12 Doue a lavaras da Valaam: N'i ket ganto, ne villigi ket ar bobl-mañ rak benniget eo.

13 Balaam a savas d'ar beure hag a lavaras da briñsed Balag: Distroit d'ho pro, nac'het en deus an AOTROU va lezel da vont ganeoc'h.

14 Priñsed Moab a savas hag a zistroas da gavout Balag, hag e lavarjont: Nac'het en deus Balaam dont ganeomp.

15 Balag a gasas adarre priñsed, niverusoc'h hag enorusoc'h eget ar re gentañ.

16 Dont a rejont da gavout Balaam hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret Balag mab Zippor: Ra ne viro netra ouzhit dont da'm c'havout,

17 rak enoret-meurbet e vi ganin, hag e rin kement a lavari din; deus eta, millig ar bobl-se.

18 Balaam a respontas o lavarout da servijerien Balag: Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU va Doue evit ober un dra vihan pe vras.

19 Bremañ, chomit amañ fenoz hag e ouezin ar pezh a gendalc'ho an AOTROU da lavarout din.

20 Doue a zeuas da gavout Balaam e-pad an noz hag a lavaras: Mard eo deuet an dud-se evit da c'hervel, sav, kae ganto, met ober a ri hervez ar c'homzoù a lavarin dit.

21 Balaam a savas d'ar beure, a zibras e azenez hag a yeas gant priñsed Moab.

22 Fulor Doue en em danas abalamour ma'z oa aet kuit. Ael an AOTROU en em zalc'has war an hent evit enebiñ outañ. Pignet e oa war e azenez, e zaou vevel a oa gantañ.

23 An azenez a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. An azenez a zistroas eus an hent hag a yeas er parkeier. Balaam a skoas gant an azenez evit he lakaat da zistreiñ war an hent.

24 Ael an AOTROU en em zalc'has war ur wenodenn er gwini, gant ur voger en un tu hag ur voger en tu all.

25 An azenez a welas ael an AOTROU, en em vac'has ouzh ar voger hag a waskas troad Balaam ouzh ar voger; skeiñ a reas ganti adarre.

26 Ael an AOTROU a yeas pelloc'h hag en em zalc'has en ul lec'h enk, ma ne oa hent ebet da zistreiñ a-zehou nag a-gleiz.

27 An azenez a welas ael an AOTROU hag a c'hourvezas dindan Balaam. Fulor Balaam en em danas hag e skoas war an azenez gant ur vazh.

28 An AOTROU a zigoras genoù an azenez, a lavaras da Valaam: Petra am eus graet di, ma ec'h eus skoet ganin teir gwech?

29 Balaam a lavaras d'an azenez: Graet ec'h eus goap ac'hanon! Ma vefe ur c'hleze em dorn, e lazhfen ac'hanout.

30 An azenez a lavaras da Valaam: Ha n'on ket da azenez, ac'h eus marc'hekaet warnon a-viskoazh betek hiziv? Hag em eus ar c'hiz d'ober evel-se ez keñver? Hag e lavaras: Nann.

31 An AOTROU a zigoras daoulagad Balaam, ha Balaam a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. Hag e soublas hag e stouas war e zremm.

32 Ael an AOTROU a lavaras: Perak ec'h eus skoet gant da azenez teir gwech? Setu ez on deuet evit enebiñ ouzhit, rak un hent fall dirazon a heuliez.

33 An azenez he deus va gwelet hag eo en em zistroet diouzhin teir gwech. Ma ne vije ket distroet a-zirazon, em bije da lazhet hag he lezet bev.

34 Balaam a lavaras da ael an AOTROU: Pec'het em eus rak ne ouien ket en em zalc'hes a-enep din war an hent. Ha bremañ, mar displij kement-se dit, e tistroin.

35 Ael an AOTROU a lavaras da Valaam: Kae gant an dud-se, met ne lavari nemet ar c'homzoù a lavarin dit. Ha Balaam a yeas gant priñsed Balag.

36 Pa glevas Balag e teue Balaam, ez eas a-ziarbenn dezhañ en ur gêr eus Moab a zo war harz an Arnon, e dibenn an tiriad.

37 Balag a lavaras da Valaam: Ha ne'm eus ket kaset kannaded da'z kavout evit da c'hervel? Perak n'out ket deuet da'm c'havout? Ha ne c'hellen ket da zegemer gant enor?

38 Balaam a lavaras da Valag: Setu ez on deuet da'z kavout. Ha gallout a rin bremañ lavarout un dra bennak? Me a lavaro ar gomz a lakaio Doue em genoù.

39 Balaam a yeas gant Balag hag ec'h errujont e Kirjad-Huzod.

40 Balag a ginnigas ejened ha deñved hag a gasas lod da Valaam ha d'ar briñsed a oa gantañ.

41 D'ar beure, Balag a gemeras Balaam hag a lakaas anezhañ da bignat da uhellec'h Baal, hag alese e welas al lod brasañ eus ar bobl.

Lean sinn:



Sanasan