Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21 An naered gwrezus. Trec'hioù an Israeliz

1 Pa glevas ar roue Arad, ar C'hananead a oa o chom er c'hreisteiz, penaos e teue Israel dre hent ar spierien, e stourmas a-enep Israel hag e kemeras prizonidi.

2 Neuze Israel a reas ur gouestl d'an AOTROU hag a lavaras: Mar roez ar bobl-se da'm dorn, e lakain o c'hêrioù da verz.

3 An AOTROU a selaouas mouezh Israel hag a roas dezho ar Gananeiz. Lakaet e voent da verz, int hag o c'hêrioù; galvet e voe anv al lec'h-se Horma.

4 Mont a rejont kuit eus Menez Hor dre hent ar Mor Ruz evit ober an dro da vro Edom. Ar bobl a zigalonekaas en hent,

5 hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.

6 An AOTROU a gasas e-touez ar bobl naered gwrezus a flemmas ar bobl, e doare ma varvas kalz a dud en Israel.

7 Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.

8 An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra unan gwrezus ha laka anezhañ war ur berchenn; hag e c'hoarvezo penaos piv bennak a vo flemmet hag a sello outañ a vevo.

9 Moizez a reas un naer arem, a lakaas war ur berchenn; ha pa vez flemmet unan bennak gant un naer, e selle ouzh an naer arem hag e veve.

10 Mont a reas kuit mibien Israel hag e kampjont en Obod.

11 Mont a rejont kuit eus Obod hag e kampjont en Ije-Abarim, er gouelec'h a-dal da Voab, etrezek ar sav-heol.

12 Ac'hane ez ejont kuit hag e kampjont e traonienn Zered.

13 Ac'hane ez ejont kuit hag e kampjont en tu all d'an Arnon, a zo er gouelec'h, e penn harzoù an Amoreaned, rak an Arnon a zo harz Moab, etre Moab hag an Amoreaned.

14 Setu perak eo lavaret e levr brezelioù an AOTROU: "Vaheb e Sufa, ha froud an Arnon,

15 ha red ar froudoù, a zo war-zu al lec'h ma emañ Ar, hag a harp ouzh harzoù Moab."

16 Ac'hane ez ejont da Veer. Ar Beer-se eo ar puñs e-lec'h ma lavaras an AOTROU da Voizez: Dastum ar bobl, ha me a roio dezho dour.

17 Neuze Israel a ganas ar c'han-mañ: "Sav, puñs! Kanit evitañ!

18 Priñsed o deus toullet ac'hanout, puñs; re vras ar bobl o deus kleuzet, gant o gwalenn hag o bazh!" Eus ar gouelec'h ez ejont da Vatana,

19 eus Matana da Nahaliel, eus Nahaliel da Vamod,

20 eus Bamod d'an draonienn a zo e douar Moab, etrezek lein ar Pisga, pa seller war-zu an distro.

21 Israel a gasas kannaded da Sihon, roue an Amoreaned, evit lavarout:

22 Va lez da dremen dre da vro, ned aimp nag er parkeier nag er gwini, ne evimp ket dour ar puñsoù, mont a raimp dre hent ar roue, betek ma hon devo tremenet da harzoù.

23 Sihon ne lezas ket Israel da dremen dre e harzoù. Sihon a zastumas e holl bobl hag a yeas war-ziarbenn Israel er gouelec'h; dont a reas da Jahaz hag e stourmas ouzh Israel.

24 Israel a drec'has anezhañ dre droc'h ar c'hleze hag a berc'hennas e vro adalek an Arnon betek ar Jabok, betek mibien Ammon, rak harz mibien Ammon a oa kreñv.

25 Israel a gemeras an holl gêrioù-se hag a ziazezas en holl gêrioù an Amoreaned, en Hesbon hag en holl gêriadennoù en-dro dezhi.

26 Hesbon a oa kêr Sihon, roue an Amoreaned, an hini en doa stourmet ouzh ar roue a-raok eus Moab hag en doa kemeret e holl vro eus e zorn betek an Arnon.

27 Setu perak e lavar ar varzhed: Deuit da Hesbon, ra vo kêr Sihon adsavet ha kreñvaet!

28 Un tan a zo deuet er-maez eus Hesbon, ur flamm eus kêr Sihon, pulluc'het eo bet Ar-Moab, mestroù krec'hioù an Arnon.

29 Gwalleur dit, Moab! Kollet out, pobl Kemosh! Lezet en deus e vibien da dec'hout, hag e verc'hed da vezañ tapet gant Sihon, roue an Amoreaned.

30 Strinket hon eus warno, Hesbon a zo kollet betek Dibon, distrujet holl hon eus betek Nofak, betek Medeba.

31 Israel en em ziazezas e bro an Amoreaned.

32 Moizez a gasas da spiañ Jaezer. Kemer a rejont kêrioù en-dro dezhi, hag e tiberc'hennjont an Amoreaned a oa eno.

33 Treiñ a rejont hag e pignjont dre hent Basan. Og, roue Basan, a yeas war o diarbenn gant e holl bobl evit stourm outañ en Edrei.

34 An AOTROU a lavaras da Voizez: Na'z pet ket aon dirazañ, rak lakaet em eus anezhañ etre da zaouarn, gant e holl bobl hag e vro. Hag e ri dezhañ evel ma ec'h eus graet da Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon.

35 Trec'hiñ a rejont anezhañ, eñ, e vibien hag e holl bobl, betek ma ne chomas den ebet; hag e perc'hennjont e vro.

Lean sinn:



Sanasan