Niveroù 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 Marv Mari. Doureier Meriba. Marv Aaron 1 Mibien Israel, an holl vodadenn, a erruas da c'houelec'h Zin d'ar miz kentañ, hag ar bobl a chomas e Kadesh. Mari a varvas hag a voe beziet eno. 2 Ne oa ket a zour evit ar vodadenn, hag en em savjont a-enep Moizez hag a-enep Aaron. 3 Ar bobl a dabutas gant Moizez, hag e komzjont o lavarout: Perak eta n'omp ket marvet pa varvas hor breudeur dirak an AOTROU? 4 Perak hoc'h eus lakaet pobl an AOTROU da zont er gouelec'h-mañ, evit ma varvimp e-barzh, ni hag hol loened? 5 Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit degas ac'hanomp el lec'h fall-mañ? N'eo ket ul lec'h evit hadañ nag evit fiez nag evit gwini nag evit greunaval, ha n'eus ket a zour da evañ. 6 Mont a reas Moizez hag Aaron a-zirak ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, hag e kouezhjont war o dremm; gloar an AOTROU en em ziskouezas dezho. 7 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 8 Kemer ar wialenn ha dastum ar vodadenn, te hag Aaron da vreur, komzit ouzh ar roc'h dirazo, hag e roio he dour. Ober a ri d'an dour mont er-maez eus ar roc'h evito, hag e roi da evañ d'ar vodadenn ha d'o loened. 9 Moizez a gemeras ar wialenn a-zirak an AOTROU, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ. 10 Moizez hag Aaron a zastumas ar vodadenn dirak ar roc'h. Lavarout a reas: Selaouit eta, emsaverien! Hag e raimp da zour dont er-maez eus ar roc'h? 11 Moizez a savas e zorn hag a skoas war ar roc'h gant e wialenn div wech, hag e teuas dour e-leizh. Ar vodadenn a evas, hag o loened ivez. 12 An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Peogwir n'hoc'h eus ket kredet ennon evit va santelaat dirak mibien Israel, ne renot ket ar vodadenn-mañ er vro am eus roet dezho. 13 Ar re-se eo doureier Meriba, lec'h ma'c'h enebas mibien Israel ouzh an AOTROU, a voe santelaet enno. 14 Moizez a gasas kannaded eus Kadesh da roue Edom: Evel-henn e komz da vreur Israel: Anavezout a rez an holl boanioù a zo deuet warnomp, 15 penaos e tiskennas hon tadoù d'an Ejipt, ha penaos omp bet o chom pell en Ejipt. An Ejipsianed a wallgasas ac'hanomp, ni hag hon tadoù. 16 Kriet hon eus d'an AOTROU ha klevet en deus hor mouezh. Kaset en deus un ael ha lakaet en deus ac'hanomp da vont kuit eus an Ejipt. Setu, emaomp e Kadesh, kêr e penn da harzoù. 17 Lez ac'hanomp da dremen dre da vro, ne dremenimp na dre ar parkeier na dre ar gwini, ne evimp ket dour ar puñsoù, mont a raimp dre hent ar roue, ne zistroimp nag a-zehou nag a-gleiz, betek ma hon devo tremenet da harzoù. 18 Edom a lavaras: Ne dremeni ket, anez da-se ez in a-ziarbenn dit gant ar c'hleze. 19 Mibien Israel a lavaras dezhañ: Pignat a raimp dre an hent bras, mar evomp eus da zour, ni hag hol loened, me en paeo; war droad e tremenin hepken, netra ouzhpenn. 20 Eñ a lavaras: Ne dremeni ket. Edom a yeas a-ziarbenn dezhañ gant ur vandenn vras a dud hag a zorn armet. 21 Edom a nac'has ouzh Israel aotren da dremen dre e harzoù, hag Israel a zistroas ac'hane. 22 Mibien Israel, an holl vodadenn, a yeas kuit eus Kadesh hag a zeuas da Venez Hor. 23 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron, e Menez Hor, war harzoù Edom, o lavarout: 24 Dastumet e vo Aaron gant e bobl; ned aio ket er vro am eus roet da vibien Israel, dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e doureier Meriba. 25 Kemer Aaron hag e vab Eleazar ha laka anezho da bignat war Venez Hor. 26 Diwisk Aaron eus e zilhad ha gwisk anezho da Eleazar. Aaron a vo dastumet hag a varvo eno. 27 Moizez a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU. Pignat a rejont war Venez Hor dirak ar vodadenn. 28 Moizez a ziwiskas Aaron eus e zilhad hag a wiskas anezho da Eleazar e vab. Aaron a varvas eno war-lein ar menez. Moizez hag Eleazar a ziskennas eus ar menez. 29 An holl vodadenn a welas e oa marvet Aaron, hag holl di Israel a ouelas Aaron e-pad tregont devezh. |