Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2 Kamp ar meuriadoù

1 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

2 Mibien Israel a gampo pep hini anezho e-kichen e vanniel, dindan arouezioù ti e dadoù; kampañ a raint nepell hag en-dro da deltenn an engalv.

3 Er reter, war-zu ar sav-heol, e vo banniel kamp Juda, gant e strolladoù; Nahashon mab Aminadab a vo priñs mibien Juda

4 hag e strollad, bet niveret pevarzek mil ha tri-ugent c'hwec'h kant.

5 En e gichen e kampo meuriad Isakar; Netaneel mab Zuar a vo priñs mibien Isakar

6 hag e strollad, bet niveret pevar mil hag hanter-kant pevar c'hant.

7 Neuze meuriad Zabulon; Eliab mab Helon a vo priñs mibien Zabulon

8 hag e strollad, bet niveret seizh mil hag hanter-kant pevar c'hant.

9 An holl dud niveret evit kamp Juda a vo kant c'hwec'h mil ha pevar-ugent pevar c'hant, dre o strolladoù. Mont a raint kuit da gentañ.

10 Er c'hreisteiz e vo banniel kamp Ruben, gant e strolladoù; Elizur mab Shedeur a vo priñs mibien Ruben

11 hag e strollad, bet niveret c'hwec'h mil ha daou-ugent pemp kant.

12 En e gichen e kampo meuriad Simeon; Shelumiel mab Zurishaddai a vo priñs mibien Simeon

13 hag e strollad, bet niveret nav mil hag hanter-kant tri c'hant.

14 Neuze meuriad Gad; Eliasaf mab Deuel a vo priñs mibien Gad

15 hag e strollad, bet niveret mil ha daou-ugent c'hwec'h kant hag hanter-kant.

16 An holl dud niveret evit kamp Ruben a vo kant ur mil hag hanter-kant pevar c'hant hag hanter-kant, dre o strolladoù. Mont a raint kuit d'an eil.

17 Goude-se e yelo kuit teltenn an engalv gant kamp al Levited, er c'hreiz eus ar c'hampoù all. Mont a raint kuit evel m'o devo kampet, pep hini en e lec'h hag e-kichen e vanniel.

18 War-zu ar c'huzh-heol, e vo banniel kamp Efraim gant e strolladoù; Elishama mab Amihud a vo priñs mibien Efraim

19 hag e strollad, bet niveret daou-ugent mil pemp kant

20 En e gichen e kampo meuriad Manase; Gamaliel mab Pedazur a vo priñs mibien Manase

21 hag e strollad, bet niveret daou vil ha tregont daou c'hant.

22 Neuze meuriad Benjamin; Abidan mab Gideoni a vo priñs mibien Benjamin

23 hag e strollad, bet niveret pemp mil ha tregont pevar c'hant.

24 An holl dud niveret evit kamp Efraim a vo kant eizh mil kant, dre o strolladoù. Mont a raint kuit d'an trede.

25 En hanternoz e vo banniel kamp Dan, gant e strolladoù; Ahiezer mab Amishaddai a vo priñs mibien Dan

26 hag e strollad, bet niveret daou vil ha tri-ugent seizh kant.

27 En e gichen e kampo meuriad Aser; Pagiel mab Okran a vo priñs mibien Aser

28 hag e strollad, bet niveret ur mil ha daou-ugent pemp kant.

29 Neuze meuriad Neftali; Ahira mab Enan a vo priñs mibien Neftali

30 hag e strollad, bet niveret tri mil hag hanter-kant pevar c'hant.

31 An holl dud niveret evit kamp Dan a vo kant seizh mil hag hanter-kant c'hwec'h kant. Mont a raint kuit d'an diwezhañ e-kichen o bannieloù.

32 Setu aze niveradeg mibien Israel, a voe niveret hervez tiez o zadoù. Evel-se, an holl re niveret er c'hampoù, dre o strolladoù, a voe c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant.

33 Al Levited ne voent ket niveret e-touez mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.

34 Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Kampañ a rejont e-kichen o bannieloù, hag ez ejont pep hini hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù.

Lean sinn:



Sanasan