Niveroù 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 Ar vuoc'h rous 1 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout: 2 Setu ur reolenn eus al lezenn en deus gourc'hemennet an AOTROU o lavarout: Komz da vibien Israel, ma tegasint dit ur vuoc'h rous, didarch ha disi, ha n'he defe ket douget ar yev. 3 He reiñ a reot da Eleazar an aberzhour, a gaso anezhi er-maez eus ar c'hamp, hag e vo lazhet dirazañ. 4 Eleazar an aberzhour a gemero eus he gwad gant e viz, hag e raio sparfadur eus he gwad seizh gwech war diaraog teltenn an engalv. 5 Devet e vo ar vuoc'h dirak e zaoulagad, devet e vo he c'hroc'hen, he c'hig, he gwad, he fank. 6 An aberzhour a gemero koad sedrez, sikadez ha ruz-moug, hag o zaolo e-kreiz an tan a zev ar vuoc'h. 7 An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz. 8 An hini en devo he devet a ganno e zilhad en dour hag a walc'ho e gorf en dour, dic'hlan e vo betek an noz. 9 Un den glan a zastumo ludu ar vuoc'h hag en taolo er-maez eus ar c'hamp en ul lec'h glan. Miret e vo evit bodadenn mibien Israel, evit ober dour a zisparti. Ur c’hlanidigezh eus ar pec'hed e vo. 10 An hini en devo dastumet ludu ar vuoc'h a ganno e zilhad, ha dic'hlan e vo betek an noz. Ur reolenn beurbadus e vo evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en o zouez. 11 An hini a stoko ouzh ar c'horf marv eus un den bennak a vo dic'hlan e-pad seizh devezh. 12 En em c'hlanaat a raio gant an dour-se d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e vo glan. Ma n'en em c'hlana ket d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, ne vo ket glan. 13 Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnañ. 14 Setu al lezenn: Pa varvo un den en un deltenn, piv bennak a yelo en deltenn ha piv bennak en em gavo en deltenn a vo dic'hlan e-pad seizh devezh. 15 Pep lestr digor, hep golo stag ebet, a vo dic'hlan. 16 Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh. 17 Evit un den a vo dic'hlan, e vo kemeret eus ludu an hini a zo bet devet evit ar pec'hed, hag e vo lakaet warnañ dour bev en ul lestr. 18 Un den glan a gemero sikadez, a soubo anezhañ en dour hag a raio sparfadur war an deltenn, war an holl draoù ha war an holl dud a vo bet e-barzh, ha war an hini en devo stoket ouzh eskern pe ouzh un den lazhet pe ouzh unan marv pe ouzh ur bez. 19 An den glan a raio sparfadur war an hini dic'hlan d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e c'hlanaat a raio d'ar seizhvet deiz. Hag e kanno e zilhad hag en em walc'ho en dour, glan e vo d'an noz. 20 Un den hag a vo dic'hlan ha n'en em c'hlanaio ket, an den-se a vo lamet a-douez ar vodadenn, rak saotret en devo santual an AOTROU. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo. 21 Ur reolenn beurbadus e vo evito. An hini a raio sparfadur eus an dour a zisparti a ganno e zilhad, hag an hini a stoko ouzh an dour a zisparti a vo dic'hlan betek an noz. 22 Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz. |