Niveroù 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 Ministrerezh al Levited. An deog 1 An AOTROU a lavaras da Aaron: Te ha da vibien ha ti da dad ganit a zougo direizhder ar santual, ha te ha da vibien ganit a zougo direizhder ho pelegiezh. 2 Laka da dostaat da vreudeur, meuriad Levi, meuriad da dad, evit ma vint stag ouzhit ha ma servijint ac'hanout, pa vo te ha da vibien ganit dirak teltenn an Testeni. 3 Hag e virint da urzhioù hag an urzhioù diwar-benn an deltenn a-bezh, met ne dostaint ket ouzh traoù ar santual nag ouzh an aoter, gant aon na varvfe int ha c'hwi. 4 Stag e vint ouzhit hag e virint an urzhioù diwar-benn teltenn an engalv evit holl servij an deltenn. Diavaeziad ebet ne dostaio ouzhoc'h. 5 Mirout a reot an urzhioù diwar-benn ar santual hag an urzhioù diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel. 6 Setu, me am eus kemeret ho preudeur al Levited a-douez mibien Israel; roet int evel ur prof evit an AOTROU, evit ober servij teltenn an engalv. 7 Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv. 8 An AOTROU a lavaras da Aaron: Setu, roet em eus dit karg ar profoù savet e-touez an holl draoù santelaet gant mibien Israel; o roet em eus dit ha da'z mibien abalamour d'hoc'h oleviadur, ur reolenn beurbadus eo. 9 Kement-mañ a vo dit a-douez an traoù santel-meurbet na vint ket kuzumet dre an tan: o holl brofoù, o holl zonezonoù, o holl aberzhoù-dic'haouiñ, o holl aberzhoù a gablusted a zegasint din; an traoù santel-meurbet-se a vo evidout hag evit da vibien. 10 Debriñ a reot an traoù santel-meurbet; pep paotr a zebro diouto, santel e vint. 11 Kement-mañ ivez a vo dit: ar profoù savet kinniget a-douez an holl brofoù hejet eus mibien Israel; o roet em eus dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto. 12 Roet em eus dit ar wellañ lodenn eus an eoul, ar wellañ lodenn eus ar gwin hag eus ar gwinizh, o frouezh kentañ a ginnigint d'an AOTROU. 13 Kentañ frouezh o douar, hag a zegasint d'an AOTROU, a vo dit. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto. 14 Kement a vo lakaet da verz en Israel a vo dit. 15 Pep hini en devo digoret ar mammog, a bep kig, den pe loen, hag a ginnigint d'an AOTROU, a vo dit. Met e taspreni hep mar kentañ-ganet an den, hag e taspreni kentañ-ganet ul loen dic'hlan. 16 Ar re da zasprenañ a vo dasprenet adalek an oad eus ur miz hervez da brizadur, pemp sikl arc'hant, hervez sikl ar santual a dalvez ugent gera (1 gera 0,5 g). 17 Met ne zaspreni ket kentañ-ganet ar vuoc'h, na kentañ-ganet an dañvadez, na kentañ-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoù santel. Skuilhañ a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediñ, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. 18 O c'hig a vo dit, ar bruched hejet evel ur prof, ar skoaz dehou. 19 Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit. 20 An AOTROU a lavaras da Aaron: Ne vo hêrezh ebet evidout en o bro, ne vo lodenn ebet evidout en o zouez, me a vo da lodenn ha da hêrezh e-touez mibien Israel. 21 Roet em eus da vibien Levi kement deog en Israel evel hêrezh, en eskemm eus ar servij a reont, servij teltenn an engalv. 22 Mibien Israel ne dostaint ken ouzh teltenn an engalv, gant aon na en em gargfent eus ur pec'hed ha na varvfent. 23 Al Levited eo ar re a raio servij teltenn an engalv, hag e tougint o direizhder. Ur reolenn beurbadus e vo a rummadoù da rummadoù, ne vo hêrezh ebet evito e-touez mibien Israel. 24 Roet em eus d'al Levited evel hêrezh an deogoù diwar ar profoù savet kinniget d'an AOTROU gant mibien Israel, setu perak em eus lavaret: Ne vo hêrezh ebet evito e-touez mibien Israel. 25 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 26 Komz d'al Levited ha lavar: Pa zegemerot digant mibien Israel an deog am eus roet deoc'h diwarno evel hêrezh, e kinnigot ur prof savet d'an AOTROU, an deog eus an deog, 27 hag ho prof savet a vo kontet deoc'h evel gwinizh al leur hag evel leunded ar waskell. 28 Evel-se e kinnigot ur prof savet d'an AOTROU diwar hoc'h holl zeogoù a resevot digant mibien Israel, hag e roiot prof savet an AOTROU da Aaron an aberzhour. 29 Diwar hoc'h holl zonezonoù e kemerot ar profoù savet d'an AOTROU, diwar gement holl a zo a wellañ e kemerot al lodenn santelaet. 30 Hag e lavari dezho: Pa ho po savet al lodenn wellañ, e vo kontet an deog d'al Levited evel leve al leur hag evel leve ar waskell. 31 En debrot en ul lec'h bennak, c'hwi hag ho tiegezh, rak ho kopr eo en eskemm eus ho servij e teltenn an engalv. 32 Dre eno ne zougot pec'hed ebet pa ho po savet al lodenn wellañ, ne zisakrot ket traoù santel mibien Israel ha ne varvot ket. |