Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17 Mirakl gwialenn Aaron

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

2 Komz da vibien Israel ha kemer diganto ur wialenn dre diez o zadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn, a-berzh o holl briñsed hervez tiez o zadoù. Skrivañ a ri anv pep hini anezho war e wialenn,

3 hag e skrivi anv Aaron war wialenn Levi, rak ur wialenn a vo evit pep penn-bras eus ti e dadoù.

4 Lakaat a ri anezho e teltenn an engalv, dirak an Testeni, e-lec'h ma en em gavan ganeoc'h.

5 Gwialenn an den a zibabin a vleunio, hag e lakain da baouez dirazon ar grozmol a vez rannet gant mibien Israel a-enep deoc'h.

6 Moizez a gomzas da vibien Israel, hag o holl briñsed a roas dezhañ ur wialenn, pep priñs a roas unan evit ti e dadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn. Gwialenn Aaron a oa e-touez ar gwialennoù.

7 Moizez a lakaas ar gwialennoù dirak an AOTROU e teltenn an Testeni.

8 An deiz war-lerc'h ez eas Moizez e teltenn an Testeni, ha setu, gwialenn Aaron evit ti Levi he doa broñset; bountet he doa broñs, produet bleunioù ha darevet alamandez.

9 Moizez a dennas an holl wialennoù a-zirak an AOTROU evit kas anezho da vibien Israel, hag e weljont hag e kemeras pep hini anezho e wialenn.

10 An AOTROU a lavaras da Voizez: Adlaka gwialenn Aaron dirak an Testeni, evit he mirout evel un arouez evit ar vibien a zispac'h; evel-se e paouezint o grozmol ha ne varvint ket.

11 Moizez a reas kement-se. Ober a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ.

12 Mibien Israel a lavaras da Voizez: Setu e varvomp, kollet omp, kollet omp holl!

13 Piv bennak a dosta ouzh tabernakl an AOTROU a varv! Hag e vimp kuzumet holl en ur vont da get?

Lean sinn:



Sanasan