Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16 Emsavadenn Kora

1 Kora mab Jizehar mab Kehad mab Levi, gant Datan hag Abiram mibien Eliab, hag On mab Peled, o-zri mab Ruben, a zispac'has,

2 hag en em savjont a-enep Moizez gant daou c'hant hag hanter-kant den eus mibien Israel, eus priñsed ar vodadenn a veze galvet d'ar c'huzul, tud a vrud.

3 En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?

4 O klevout kement-se, Moizez a gouezhas war e zremm

5 hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhañ hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outañ an hini en devo dibabet.

6 Grit kement-mañ: Kemerit podoù-glaou-bev, Kora hag e holl strollad;

7 warc'hoazh, lakait tan enno ha lakait c'hwezh-vat warno dirak an AOTROU, hag an den a vo dibabet gant an AOTROU a vo santel. A-walc'h-se deoc'h, mibien Levi!

8 Moizez a lavaras da Gora: Selaouit bremañ, mibien Levi!

9 Ha re nebeut a dra eo evidoc'h en defe ho tibabet Doue Israel a-douez bodadenn Israel en ur lakaat ac'hanoc'h da dostaat outañ, evit ober servij tabernakl an AOTROU hag evit en em zerc'hel dirak ar vodadenn da servijañ anezhi?

10 Lakaet en deus ac'hanout da dostaat, te ha da'z holl vreudeur, mibien Levi, hag e klaskit c'hoazh ar velegiezh?

11 Evit-se, te ha da holl strollad oc'h en em zastumet a-enep an AOTROU! Piv eo Aaron ma c'hrozmolit en e enep?

12 Moizez a gasas da c'hervel Datan hag Abiram mibien Eliab. Hag e respontjont: Ni ned aimp ket.

13 Ha re nebeut a dra eo ez pefe hol lakaet da vont er-maez eus ur vro a zever gant laezh ha mel, evit hol lakaat da vervel er gouelec'h-mañ, ma fell dit hor mestroniañ ivez?

14 A-dra-sur n'ec'h eus ket kaset ac'hanomp en ur vro a zever gant laezh ha mel, n'ec'h eus ket roet deomp en hêrezh parkeier ha gwini. Ha fellout a ra dit broudañ daoulagad an dud-se? Ni ned aimp ket.

15 Moizez a fuloras, hag e lavaras d'an AOTROU: Na laka ket evezh ouzh o donezon. Ne'm eus ket kemeret un azen hepken diganto, ha ne'm eus graet droug da hini ebet anezho.

16 Moizez a lavaras da Gora: Te ha da holl strollad, en em gavit warc'hoazh dirak an AOTROU, te hag int, gant Aaron.

17 Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e bod-glaou-bev, ra lakaio c'hwezh-vat ennañ ha ra ginnigo pep hini ac'hanoc'h e bod-glaou-bev dirak an AOTROU; bez' e vo daou c'hant hag hanter-kant pod-glaou-bev. Te hag Aaron ho po ivez pep hini e bod-glaou-bev.

18 Kemer a reas pep hini anezho e bod-glaou-bev, lakaat a reas c'hwezh-vat ennañ, hag en em zalc'hjont ouzh digor teltenn an engalv gant Moizez hag Aaron.

19 Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.

20 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout:

21 En em zispartiit diouzh ar vodadenn-mañ, hag e kuzumin anezho en un taol kont.

22 Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?

23 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

24 Komz d'ar vodadenn ha lavar: En em dennit a-ziwar-dro chomlec'h Kora, Datan hag Abiram.

25 Moizez a savas hag ez eas da gavout Datan hag Abiram; henaourien Israel a heulias anezhañ.

26 Hag e komzas d'ar vodadenn o lavarout: Pellait bremañ diouzh teltennoù an dud fall-se ha na stokit ouzh netra a vefe dezho, gant aon na vefec'h kuzumet en abeg d'o holl bec'hedoù.

27 En em dennañ a rejont a-ziwar-dro chomlec'h Kora, Datan hag Abiram. Datan hag Abiram a yeas er-maez hag en em zalc'has en o sav ouzh digor o zeltennoù gant o gwragez, o mibien hag o mibien vihan.

28 Moizez a lavaras: Dre gement-mañ ec'h anavezot penaos en deus va c'haset an AOTROU evit ober an holl draoù-se, ha ne'm eus graet netra ac'hanon va-unan.

29 Mar marv an dud-se evel ma varv an holl dud, ma c'hoarvez d'an dud-se evel ma c'hoarvez d'an holl dud, an AOTROU n'en deus ket va c'haset,

30 met mar krou an AOTROU un dra nevez holl, ma tigor an douar e c'henoù da lonkañ anezho gant kement o deus, ha ma tiskennont bev e lec'h ar marv, e ouiot penaos an dud-se o deus disprizet an AOTROU.

31 Evel m'echue da lavarout ar c'homzoù-se, an douar a oa dindano a faoutas.

32 Hag an douar a zigoras e c'henoù da lonkañ anezho gant o holl dier, an holl dud a oa gant Kora hag o holl vadoù.

33 Diskenn a rejont bev e lec'h ar marv, int ha kement a oa dezho. An douar a c'holoas anezho hag ez ejont da get eus kreiz ar vodadenn.

34 Holl re eus Israel a oa en-dro dezho a dec'has d'o c'hriadennoù, o lavarout: Gant aon na lonkfe an douar ac'hanomp!

35 Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.

36 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

37 Lavar da Eleazar mab Aaron, an aberzhour: Dastum ar podoù-glaou-bev eus kreiz an tan ha kas an tan pelloc'h, rak santelaet int bet.

38 Diwar-benn podoù-glaou-bev ar re o deus pec'het a-enep o eneoù, ra vo graet diouto laonennoù ledan evit goleiñ an aoter. Pa'z int bet kinniget dirak an AOTROU, santelaet int, hag e vint un arouez da vibien Israel.

39 Eleazar an aberzhour a gemeras ar podoù-glaou-bev arem o doa kinniget ar re a oa bet devet, hag e voe graet laonennoù evit goleiñ an aoter.

40 Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.

41 An deiz war-lerc'h, holl vodadenn mibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag Aaron o lavarout: Lakaet hoc'h eus pobl an AOTROU d'ar marv!

42 E-keit ha ma oa ar vodadenn o tastum a-enep Moizez hag Aaron ha ma sellent etrezek teltenn an engalv, setu, ar goabrenn a c'holoas anezhi ha gloar an AOTROU en em ziskouezas.

43 Moizez hag Aaron a zeuas dirak teltenn an engalv.

44 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

45 En em dennit a-greiz ar vodadenn-se, hag e kuzumin anezho en un taol kont. Neuze e kouezhjont war o dremmoù.

46 Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoù-glaou-bev, laka tan ennañ a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnañ, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.

47 Aaron a gemeras kement en doa lavaret Moizez hag a redas betek kreiz ar vodadenn, ha setu, kroget e oa ar gouli e-kreiz ar bobl. Neuze e lakaas ar c'hwezh-vat, e reas dic'haou evit ar bobl,

48 en em zalc'has etre ar re varv hag ar re vev, hag ar gouli a baouezas.

49 Pevarzek mil ha seizh kant den a varvas dre ar gouli, en tu-hont d'ar re varvet abalamour da Gora.

50 Aaron a zistroas da gavout Moizez ouzh digor teltenn an engalv, ar gouli a oa paouezet.

Lean sinn:



Sanasan