Niveroù 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 Reolennoù diwar-benn an aberzhoù hag ar sabad 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a roan deoc'h evit chom enni, 3 ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan, 4 an hini a ginnigo e brof d'an AOTROU, a ginnigo un donezon eus un dekvedenn flour bleud mezet gant ur c'hard hin eoul, 5 hag ec'h aozi un evadkinnig eus ur c'hard hin gwin gant al loskaberzh pe an aberzh, evit pep oan. 6 Evit un tourz, ec'h aozi un donezon gant div zekvedenn flour bleud mezet gant un drederenn hin eoul, 7 hag un evadkinnig eus un drederenn hin gwin a ginnigi e c'hwezh dudius d'an AOTROU. 8 Pa aozi ur c'hole e loskaberzh, en aberzh evit seveniñ ur gouestl pe en aberzh a drugarekadennoù d'an AOTROU, 9 e kinnigi gant ar c'hole un donezon eus teir dekvedenn flour bleud mezet gant un hanter hin eoul, 10 hag un evadkinnig eus un hanter hin gwin a ginnigi e prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. 11 Evel-se e vo graet evit un ejen, un tourz, un oan pe ur c'havrig. 12 Hervez niver ar re a vo aozet, evel-se e reot evit pep hini, hervez o niver. 13 Pep henvroad a raio an traoù evel-se pa ginnigo ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU. 14 An diavaeziad a zo o chom en ho touez pe e-touez ho tiskennidi, hag a aozfe ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU, a aozo anezhañ evel ma profot. 15 Bez' e vo ur reolenn hepken evit ar vodadenn hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez, ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, bez' e vo evidoc'h evel evit an diavaeziad dirak an AOTROU. 16 Bez' e vo ul lezenn hepken hag ur varnedigezh hepken evidoc'h hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez. 17 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 18 Komz da vibien Israel ha lavar: Pa viot aet er vro a lakaan ac'hanoc'h da vont enni, 19 hag e tebrot bara eus ar vro-se, e savot ur prof d'an AOTROU. 20 Sevel a reot ur wastell, kentañ lodenn ho toaz, evel ur prof savet; hag he savot evel ma reot evit prof savet al leur. 21 Eus kentañ lodenn ho toaz e roiot d'an AOTROU ur prof savet a rummadoù da rummadoù. 22 Pa n'ho po ket graet diratozh an holl c'hourc'hemennoù-se en deus roet an AOTROU da Voizez, 23 kement en deus urzhiet an AOTROU deoc'h dre Voizez, adalek an deiz m'en deus urzhiet an AOTROU ha diwezhatoc'h a rummadoù da rummadoù, 24 mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoù, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ. 25 An aberzhour a raio an dic'haou evit holl vodadenn mibien Israel, hag e vo pardonet dezho, rak diratozh e vo bet graet hag o devo degaset dirak an AOTROU o frof, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU hag un aberzh-dic'haou dirak an AOTROU, abalamour d'an dra graet diratozh. 26 Pardonet e vo da holl vodadenn mibien Israel ha d'an diavaeziad a zo o chom en o zouez, rak ar bobl a-bezh en devo graet an dra diratozh. 27 Mar pec'h un den hepken diratozh, e kinnigo ur c'havrig eus ur bloaz evel aberzh-dic’haou. 28 An aberzhour a raio an dic'haou evit an den en devo graet an dra diratozh dirak an AOTROU; p'en devo graet an dic'haou, e vo pardonet. 29 Bez' e vo evidoc'h ul lezenn hepken diwar-benn an hini en devo pec'het diratozh, evit an henvroad a-douez mibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez. 30 Met an hini a raio-se a zorn savet pe henvroad pe diavaeziad, e tismegañso an AOTROU; an den-se a vo lamet a-douez e bobl. 31 Disprizet en devo komz an AOTROU, torret en devo e c'hourc'hemenn, ret e vo lemel an den-se; hag e tougo e zireizhder. 32 Mibien Israel a oa er gouelec'h hag e kavjont un den a zastume koad un deiz sabad. 33 Ar re a gavas anezhañ o tastum koad e zegasas da Voizez ha da Aaron, ha d'an holl vodadenn. 34 Lakaet e voe dindan gward, rak ne oa ket bet disklêriet ar pezh a zleed ober dezhañ. 35 An AOTROU a lavaras da Voizez: An den-se a vo lakaet d'ar marv; ra veinataio anezhañ an holl vodadenn er-maez eus ar c'hamp. 36 An holl vodadenn a reas dezhañ mont er-maez eus ar c'hamp hag a veinataas anezhañ, hag e varvas, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. 37 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 38 Komz da vibien Israel ha lavar dezho ober ur pempilh ouzh bevenn o dilhad a rummadoù da rummadoù, ha lakaat war ar pempilh-se eus ar vevenn ur gordennig limestra. 39 O kaout ar pempilh, o welout anezhañ, ho po soñj eus holl c'hourc'hemennoù an AOTROU hag e heuliot anezho, ha ne heuliot ket ho kalonoù hag ho taoulagad evit kouezhañ er gasterezh. 40 Soñj ho po eus va holl c'hourc'hemennoù hag e heuliot anezho, hag e viot santel d'ho Toue. 41 Me eo an AOTROU ho Toue, en deus ho lakaet da vont kuit eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue. |