Niveroù 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 Grozmol ar bobl. Jozue ha Kaleb. Argadenn an Amalekited hag ar Gananeiz 1 An holl vodadenn a savas o mouezhioù hag a laoskas kriadennoù, hag ar bobl a ouelas en noz-se. 2 Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet er gouelec'h-mañ? 3 Perak en deus renet an AOTROU ac'hanomp etrezek ar vro-se, evit kouezhañ eno dre ar c'hleze? Hor gwragez hag hor bugale vihan a vo ur preizh enni! Ha ne vefe ket gwelloc'h deomp distreiñ d'an Ejipt? 4 Hag e lavarjont an eil d'egile: Lakaomp unan bennak da benn ha distroomp d'an Ejipt! 5 Moizez hag Aaron a gouezhas war o dremm dirak holl vodadenn mibien Israel. 6 Jozue mab Nun ha Kaleb mab Jefune, a-douez ar re o doa spiet ar vro, a rogas o dilhad, 7 hag e komzjont da holl vodadenn mibien Israel o lavarout: Ar vro ma'z omp tremenet e-barzh evit e spiañ a zo ur vro gwall-vat. 8 Mard eo an AOTROU a-du ganeomp, e lakaio ac'hanomp da vont er vro-se, hag e roio anezhi deomp; ur vro eo a zever gant laezh ha mel. 9 Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo. 10 An holl vodadenn a gomzas d'o meinata, met gloar an AOTROU en em ziskouezas da holl vibien Israel, war deltenn an engalv. 11 An AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegoulz e tisprizo ac'hanon ar bobl-se? Betek pegoulz ne gredint ket ennon en desped d'an holl sinoù am eus graet en o zouez? 12 Me a skoio anezho gant ar vosenn, hag e tistrujin anezho, hag e lakain ac'hanout da zont da vezañ ur bobl brasoc'h ha kreñvoc'h egeto. 13 Moizez a lavaras d'an AOTROU: An Ejipsianed a ouezo kement-mañ, rak lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da bignat dre da nerzh eus o zouez, 14 hag e lavarint-se da annezidi ar vro-mañ. Klevet o deus lavarout penaos out, o AOTROU, e-kreiz ar bobl-mañ, penaos en em ziskouezez lagad ouzh lagad, o AOTROU, penaos da goabrenn en em zalc'h a-us dezho, penaos e kerzhez a-raok dezho en ur golonenn a goabrenn e-pad an deiz hag en ur golonenn a dan e-pad an noz. 15 Mar lakaez da varv ar bobl-mañ evel un den hepken, ar broadoù hag o deus klevet da vrud a gomzo o lavarout: 16 Dre ma ne c'helle ket an AOTROU lakaat ar bobl-se da vont er vro en doa touet reiñ dezho, en deus lazhet anezho er gouelec'h. 17 Ha bremañ, ra vo diskouezet galloud an AOTROU en e vraster, evel ma ec'h eus disklêriet o lavarout: 18 An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, pardoniñ a ra an direizhder hag an disentidigezh, met ne zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag e kastiz fazioù an tadoù war o mibien betek an trede hag ar pevare rumm. 19 Pardon, me az ped, direizhder ar bobl-mañ, hervez braster da drugarez, evel ma ec'h eus pardonet d'ar bobl-mañ adalek an Ejipt betek amañ. 20 Hag an AOTROU a lavaras: Pardonet em eus, hervez da gomz, 21 met, ken gwir ha ma'z on bev ha ma vo an douar holl leun eus gloar an AOTROU, 22 an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh, 23 ne welint ket ar vro am eus touet reiñ d'o zadoù; an holl re o deus disprizet ac'hanon ne welint ket anezhi. 24 Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhañ da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi. 25 An Amalekited hag ar Gananeiz a zo o chom en draonienn; warc'hoazh, distroit ha kit d'ar gouelec'h war-zu ar Mor Ruz. 26 An AOTROU a gomzas da Voizez ha da Aaron o lavarout: 27 Betek pegoulz e c'houzañvin ar vodadenn fall-mañ, a c'hrozmol a-enep din? Klevet em eus mibien Israel o lavarout grozmol em enep. 28 Lavar: Me a zo bev, eme an AOTROU, me a raio deoc'h ar pezh am eus klevet hoc'h eus lavaret. 29 Ho korfoù marv a gouezho er gouelec'h-mañ. An holl re ac'hanoc'h a zo bet kontet, hervez ho niver adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, c'hwi holl hoc'h eus grozmolet em enep, 30 ned eot ket er vro am eus savet va dorn diwar he fenn o touiñ lakaat ac'hanoc'h da chom enni, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun. 31 Ho pugale vihan, hoc'h eus lavaret diwar o fenn e vijent ur preizh eno, lakaat a rin anezho da vont e-barzh hag ec'h anavezint ar vro hoc'h eus disprizet. 32 Met ho korfoù marv, deoc'h-c'hwi, a gouezho er gouelec'h-mañ. 33 Ho mibien a yelo o peuriñ er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, hag e tougint ho kasterezh, betek ma vo ho korfoù kuzumet er gouelec'h. 34 Hervez niver an deizioù hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezañ dioueret ac'hanon. 35 Me, an AOTROU, am eus komzet! Evel-se e rin e-keñver ar vodadenn fall-mañ a zo en em unanet a-enep din; kuzumet e vint er gouelec'h-mañ hag e varvint ennañ. 36 An dud en doa kaset Moizez evit spiañ ar vro, hag a oa distroet hag o doa graet d'ar vodadenn grozmolat a-enep dezhañ, o reiñ un danevell fall diwar-benn ar vro, 37 an dud-se, o doa roet un danevell fall diwar-benn ar vro, a varvas dre ur gouli dirak an AOTROU. 38 Jozue mab Nun ha Kaleb mab Jefune a chomas bev a-douez an dud a oa aet da spiañ ar vro. 39 Moizez a lavaras ar c'homzoù-mañ da holl vibien Israel, hag e voe ur c'hañv bras e-touez ar bobl. 40 Sevel a rejont beure-mat hag e pignjont etrezek lein ar menez, o lavarout: Setu-ni amañ! Hag e pignimp d'al lec'h m'en deus komzet an AOTROU rak pec'het hon eus. 41 Moizez a lavaras: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Kement-se ne zeuio ket da vad. 42 Na bignit ket rak an AOTROU n'emañ ket en ho touez, arabat deoc'h bezañ pilet gant hoc'h enebourien! 43 An Amalekited hag ar Gananeiz a zo aze dirazoc'h, hag e kouezhot dre ar c'hleze abalamour ma oc'h distroet diouzh an AOTROU; an AOTROU ne vo ket ganeoc'h. 44 Hag en em galedjont, hag e pignjont war-lein ar menez, met arc'h emglev an AOTROU ha Moizez n'ejont ket kuit er-maez eus ar c'hamp. 45 An Amalekited hag ar Gananeiz a oa o chom war ar menez-se a ziskennas, hag e piljont hag e tiframmjont anezho betek Horma. |