Niveroù 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 Ar spierien kaset e bro Ganaan 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Kas tud evit spiañ bro Ganaan, a roin da vibien Israel. Kas a reot un den dre bep meuriad o zadoù, holl re gentañ eus o zouez. 3 Moizez o c'hasas eus gouelec'h Paran, hervez gourc'hemenn an AOTROU; an holl dud-se a oa pennoù mibien Israel. 4 Setu o anvioù: Evit meuriad Ruben, Shammua mab Zakkur; 5 evit meuriad Simeon, Shafad mab Hori; 6 evit meuriad Juda, Kaleb mab Jefune; 7 evit meuriad Isakar, Jigal mab Jozef; 8 evit meuriad Efraim, Hoshea mab Nun; 9 evit meuriad Benjamin, Palti mab Rafu; 10 evit meuriad Zabulon, Gaddiel mab Sodi; 11 evit meuriad Jozef, evit meuriad Manase, Gaddi mab Suzi; 12 evit meuriad Dan, Amiel mab Gemalli; 13 evit meuriad Aser, Setur mab Mikael; 14 evit meuriad Neftali, Nakbi mab Vofsi; 15 evit meuriad Gad, Geuel mab Maki. 16 Ar re-se eo anvioù an dud a gasas Moizez da spiañ ar vro. Moizez a c'halvas Hoshea mab Nun: Jozue. 17 Moizez a gasas anezho evit spiañ bro Ganaan hag a lavaras: Pignit amañ dre ar c'hreisteiz, pignit war ar menez, 18 ha gwelit ar vro, penaos eo, ar bobl a zo o chom enni, mard eo kreñv pe dinerzh, nebeud pe kalz, 19 penaos eo ar vro emaint o chom enni, mard eo mat pe fall, penaos eo ar c'hêrioù emaint o chom enno, mard int e teltennoù pe kreñvaet, 20 penaos eo an douar, mard eo druz pe treut, ma'z eus gwez warnañ pe nann. Kemerit kalon ha tapit frouezh ar vro. Neuze e oa amzer ar rezin kentañ. 21 Pignat a rejont evit spiañ ar vro, adalek gouelec'h Zin betek Reob, o vont war-zu Hamad. 22 Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt. 23 Dont a rejont betek gwazh Eshkol hag e troc'hjont eno ur skourr gant ur blokad rezin, hag en dougjont war ur berchenn etre daou zen, kenkoulz ha greunadez ha fiez. 24 Anvet e voe al lec'h-se gwazh Eshkol abalamour d'ar blokad o doa troc'het eno mibien Israel. 25 Dont a rejont en-dro a-benn daou-ugent devezh, goude bezañ spiet ar vro. 26 O vezañ erruet e teujont da gavout Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel e gouelec'h Paran, e Kadesh, da rentañ kont dezho kenkoulz ha d'an holl vodadenn, o tiskouez dezho frouezh ar vro. 27 Ober a rejont o c'hontadenn o lavarout: Aet omp er vro ma ez poa kaset ac'hanomp. E gwirionez eo ur vro a zever gant laezh ha mel ha setu aze eus he frouezh. 28 Koulskoude ar bobl a zo o chom er vro-se a zo kreñv, ar c'hêrioù a zo mogeriet ha bras-meurbet. Gwelet hon eus eno bugale Anak. 29 An Amalekited a zo o chom e bro ar c'hreisteiz, an Hitited, ar Jebuziz hag an Amoreaned a zo o chom er menez, ar Gananeiz a zo o chom e-kichen ar mor hag a-hed ar Jordan. 30 Kaleb a sioulaas ar bobl e-keñver Moizez hag a lavaras: Pignomp, kemeromp ar vro, ni a c'hell trec'hiñ warno! 31 Met an dud a oa pignet gantañ a lavaras: Ne c'hellimp ket pignat a-enep ar bobl-se rak kreñvoc'h eo egedon. 32 Hag e rojont un danevell fall da vibien Israel diwar-benn ar vro o doa spiet, o lavarout: Ar vro ma'z omp aet da welout a zo ur vro a lonk hec'h annezidi; ar re holl hon eus gwelet a zo tud mentet kaer, 33 hag eno hon eus gwelet ar ramzed, mibien Anak, ar ramzed; bez' e oamp dirak hon daoulagad evel skrilhed, hag e oamp ivez d'o daoulagad. |