Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12 Grozmol Mari hag Aaron a-enep Moizez

1 Mari hag Aaron a gomzas a-enep Moizez diwar-benn ar wreg etiopiat en doa kemeret, rak kemeret en doa ur wreg etiopiat.

2 Lavarout a rejont: An AOTROU, ha n'en deus komzet nemet dre Voizez? Ha n'en deus komzet ivez drezomp-ni? An AOTROU a glevas-se.

3 Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.

4 An AOTROU a lavaras trumm da Voizez, da Aaron ha da Vari: Kit ho tri da deltenn an engalv. Hag ez ejont o zri.

5 An AOTROU a ziskennas e kolonenn ar goabrenn hag en em zalc'has ouzh digor an deltenn. Neuze e c'halvas Aaron ha Mari, a zeuas o-daou;

6 Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.

7 N'emañ ket evel-se gant va servijer Moizez, feal eo em holl di.

8 Me a gomz gantañ genoù ouzh genoù en un doare sklaer, neket dre gomzoù kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?

9 Fulor an AOTROU en em danas a-enep dezho. Mont a reas kuit,

10 hag ar goabrenn en em dennas a-ziwar an deltenn. Ha setu, Mari a oa lovr, gwenn evel an erc'h. Aaron a droas ouzh Mari, ha setu, e oa lovr.

11 Aaron a lavaras da Voizez: Da bediñ a ran, va aotrou, na laka ket warnomp ar pec'hed hon eus graet gant sotoni, ya pec'het hon eus.

12 Mar plij, ra ne vo ket evel ur bugel marv, gant ar c'hig hanter-guzumet pa zeu kuit eus mammog e vamm.

13 Moizez a grias d'an AOTROU o lavarout: O Doue, da bediñ a ran, yac'ha anezhi!

14 An AOTROU a lavaras da Voizez: Mar en dije he zad krañchet ouzh he dremm, ha ne vije ket goloet a vezh e-pad seizh devezh? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, ha goude-se e vo degemeret ennañ.

15 Mari a voe klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, hag ar bobl n'eas ket kuit, ken na voe Mari degemeret ennañ.

16 Ha goude-se ar bobl a yeas kuit eus Hazerod, hag e kampjont e gouelec'h Paran.

Lean sinn:



Sanasan