Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Niveroù 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11 Grozmol ar bobl. Ar mann hag ar c'hoailhed

1 Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.

2 Ar bobl a grias da Voizez, Moizez a bedas a AOTROU, hag an tan a baouezas.

3 Galvet e voe anv al lec'h-mañ Tabeera, rak tan an AOTROU en doa c'hwezhet en o zouez.

4 An dastumad kemmesket e-touez mibien Israel en em roas d'an droukc'hoant, ha mibien Israel zoken en em lakaas a-nevez da ouelañ, hag e lavarjont: Piv a roio deomp kig da zebriñ?

5 Soñj a zeu deomp eus ar pesked a zebremp en Ejipt evit netra, ar c'hokombrez, an avaloù-sukrin, ar pour, an ognon hag ar c'hignen.

6 Bremañ hon ene a zo disec'h, n'eus netra ken! Hon daoulagad ne welont nemet ar mann.

7 Ar mann a oa evel had koriandrez, e liv evel liv ar bdelliom.

8 Ar bobl en em stlabeze evit e zastum, hag e pile anezhañ gant mein-milin pe en frike en ur mortez, hag en poazhe en ur chaodouron evit ober gwestell gantañ; e vlaz a oa heñvel ouzh hini eoul fresk.

9 Pa gouezhe ar c'hlizhenn d'an noz war ar c'hamp, ar mann a gouezhe warnañ.

10 Moizez a glevas ar bobl o ouelañ, pep hini en e diegezh, ouzh digor e deltenn; fulor an AOTROU en em danas meurbet. Moizez a voe glac'haret,

11 ha Moizez a lavaras d'an AOTROU: Perak ec'h eus glac'haret da servijer? Perak ne'm eus ket kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma ec'h eus lakaet warnon karg an holl bobl-mañ?

12 Ha me eo em eus koñsevet an holl bobl-mañ? Hag em eus krouet anezho, ma lavarez din: Doug anezho ez pruched, evel ma toug ar mager ar poupig a zen, betek ar vro ac'h eus touet reiñ d'o zadoù?

13 A-belec'h em bo kig da reiñ d'an holl bobl-mañ? Rak gouelañ a reont dirazon o lavarout: Ro deomp kig da zebriñ!

14 Ne c'hellan ket, me va-unan, dougen ar bobl-mañ, rak re bouezus eo evidon.

15 Mar rez evel-se em c'heñver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.

16 An AOTROU a lavaras da Voizez: Dastum din dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, a anavezez evel henaourien ar bobl hag o vezañ perzh warno; degas anezho da deltenn an engalv, ma en em zalc'hint eno ganit.

17 Me a ziskenno hag eno e komzin ouzhit; kemer a rin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, evit ma tougint ganit karg ar bobl ha na zougi ket da-unan anezhi.

18 Lavarout a ri d'ar bobl: En em santelait a-benn warc'hoazh, hag e tebrot kig, dre ma hoc'h eus gouelet da zivskouarn an AOTROU o lavarout: Piv a roio deomp kig da zebriñ rak brav e oamp en Ejipt? An AOTROU a roio deoc'h kig hag e tebrot.

19 Ne zebrot ket un devezh na daou zevezh na pemp devezh na dek devezh nag ugent devezh,

20 met e-pad ur miz leun, betek ma teuio er-maez eus ho tivfron ha ma viot stamouzet gantañ, dre ma hoc'h eus disprizet an AOTROU a zo en ho touez ha ma hoc'h eus gouelet dirazañ o lavarout: Perak omp aet kuit eus an Ejipt?

21 Moizez a lavaras: Bez' ez eus c'hwec'h kant mil den war droad er bobl-mañ, emaon en o zouez, hag e lavarez: Me a roio dezho kig hag e tebrint e-pad ur miz leun!

22 Ha lazhet e vo dezho deñved hag ejened evit m'o devo o gwalc'h? Ha dastumet e vo holl besked ar mor evit m'o devo o gwalc'h?

23 An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.

24 Moizez a yeas er-maez hag a lavaras d'ar bobl komzoù an AOTROU. Dastum a reas dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, hag e lakaas anezho en-dro d'an deltenn.

25 An AOTROU a ziskennas er goabrenn hag a gomzas outañ; kemer a reas eus ar spered a oa warnañ da lakaat war an dek henaour a tri-ugent. Pa en em lakaas ar spered warno, e profedjont, met ne gendalc'hjont ket.

26 Chomet e oa daou zen er c'hamp, unan anvet Eldad hag egile Medad, hag ar spered en em lakaas warno; bez' e oant eus ar re a oa merket met ne oant ket aet d'an deltenn, hag e profedjont er c'hamp.

27 Ur paotr yaouank a redas d'henn kemenn da Voizez hag a lavaras: Profediñ a ra Eldad ha Medad er c'hamp!

28 Jozue mab Nun, servijer Moizez adalek e yaouankiz, a respontas hag a lavaras: Moizez, va aotrou, difenn outo!

29 Moizez a lavaras: Hag ez out gwarizius evidon? Ra blijfe gant Doue e vije holl bobl an AOTROU profeded, ha ma lakaje an AOTROU e Spered warno!

30 Moizez en em dennas d'ar c'hamp gant henaourien Israel.

31 An AOTROU a lakaas un avel da sevel, a zegasas koailhed eus ar mor hag a stlabezas anezho war ar c'hamp, war-dro hent un devezh diouzh un tu ha war-dro hent un devezh diouzh an tu all tro-dro d'ar c'hamp, ha kazi daou ilinad war-c'horre an douar.

32 Ar bobl a voe war-sav e-pad an deiz hag e-pad an noz hag e-pad an deiz war-lerc'h, hag e tastumjont koailhed. An hini a zastumas an nebeutañ en doa dek homer. Hag o astennjont evito tro-dro d'ar c'hamp.

33 Ar c'hig a oa c'hoazh etre o dent ha ne oa ket c’hoazh debret, ma teuas fulor an AOTROU d'en em danañ a-enep ar bobl, hag an AOTROU a skoas gant ar bobl o kas dezho ur gouli bras.

34 Galvet e voe al lec'h-se Kibrod-Hataava, rak eno e voe beziet ar re o doa bet droukc'hoant.

35 Mont a reas kuit ar bobl eus Kibrod-Hataava da Hazerod, hag e chomas en Hazerod.

Lean sinn:



Sanasan