Niveroù 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 An div drompilh arc'hant. Pedenn Moizez 1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: 2 Gra dit div drompilh arc'hant. O ober a ri gant ar morzhol, hag e servijont dit evit dastum ar vodadenn hag evit dilec'hiañ ar c'hampoù. 3 Pa vo sonet ganto, an holl vodadenn a zeuio da'z kavout ouzh digor teltenn an engalv. 4 Pa vo sonet gant unan hepken, ar briñsed, pennoù milieroù Israel, a zeuio da'z kavout. 5 Pa vo sonet a-strak, ar re a gamp er sav-heol a yelo kuit. 6 Pa vo sonet a-strak un eil gwech, ar re a gamp er c'hreisteiz a yelo kuit; sonet e vo a-strak evit o dilec'h. 7 Sonet e vo evit dastum ar vodadenn, met ne vo ket a-strak. 8 Mibien Aaron, an aberzhourien, a sono an trompilhoù. Ur reolenn beurbadus e vo a rummadoù da rummadoù. 9 Pa'z eot d'ar brezel en ho pro a-enep an enebourien a stourmo ouzhoc'h, e sonot a-strak an trompilhoù hag e vo soñj ac'hanoc'h dirak an AOTROU ho Toue, hag e viot dieubet eus hoc'h enebourien. 10 En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue. 11 D'an eil bloaz, d'an eil miz, d'an ugentvet deiz eus ar miz, ar goabrenn a savas a-ziwar tabernakl an Testeni. 12 Mibien Israel a yeas kuit eus gouelec'h Sinai evit o c'herzhadeg. Ar c'hoabrenn a chomas a-sav e gouelec'h Paran. 13 Mont a rejont evit ar wech kentañ war c'hourc'hemenn an AOTROU dre Voizez. 14 Banniel kamp mibien Juda a yeas kuit da gentañ gant e strolladoù. Nahashon mab Aminadab a rene strollad Juda, 15 Netaneel mab Zuar a rene strollad meuriad mibien Isakar, 16 Eliab mab Helon a rene strollad meuriad mibien Zabulon. 17 An tabernakl a voe disavet, ha mibien Gershon ha mibien Merari a yeas kuit en ur zougen an tabernakl. 18 Banniel kamp mibien Ruben a yeas kuit gant e strolladoù. Elizur mab Shedeur a rene strollad Ruben, 19 Shelumiel mab Zurishaddai a rene strollad meuriad mibien Simeon, 20 Eliasaf mab Deuel a rene strollad meuriad mibien Gad. 21 Ar Gehatited a yeas kuit en ur zougen ar santual, hag e voe savet an tabernakl ouzh o gortoz. 22 Banniel kamp mibien Efraim a yeas kuit gant e strolladoù. Elishama mab Amihud a rene strollad Efraim, 23 Gamaliel mab Pedazur a rene strollad meuriad mibien Manase, 24 Abidan mab Gideoni a rene strollad meuriad mibien Benjamin. 25 Banniel kamp mibien Dan a yeas kuit gant e strolladoù; gward-adreñv an holl gampoù e oa. Ahiezer mab Amishaddai a rene strollad Dan, 26 Pagiel mab Okran a rene strollad meuriad mibien Aser, 27 Ahira mab Enan a rene strollad meuriad mibien Neftali. 28 Evel-se e voe kerzhadeg mibien Israel hervez o strolladoù, pa'z ejont kuit. 29 Moizez a lavaras da Hobab mab Reuel ar Madianad, tad-kaer Moizez: Mont a reomp d'al lec'h m'en deus lavaret an AOTROU diwar e benn: E reiñ a rin deoc'h; deus ganeomp hag e raimp vad dit, rak an AOTROU en deus prometet ober vad da Israel. 30 Eñ a respontas: Ned in ket, met mont a rin da'm bro, d'al lec'h on bet ganet ennañ. 31 Moizez a lavaras: Na lez ket ac'hanomp rak ec'h anavezez al lec'hioù ma c'hellomp kampañ enno er gouelec'h, bez' e vi evel daoulagad deomp. 32 Mar deuez ganeomp, ar mad a dle an AOTROU ober deomp, a raimp ivez dit. 33 Mont a rejont kuit eus menez an AOTROU evit un hent a dri devezh; arc'h emglev an AOTROU a yae a-raok dezho, oc'h ober an hent a dri devezh evit kavout ul lec'h diskuizh. 34 Koabrenn an AOTROU a oa a-us dezho e-pad an deiz, pa'z ejont kuit eus ar c'hamp. 35 Pa'z ae an arc'h kuit, Moizez a lavare: Sav, AOTROU! Ra vo da enebourien stlabezet! Ra dec'ho ar re a gasa ac'hanout azirazout! 36 Ha pa chome a-sav, e lavare: Distro, AOTROU, da zekviliadoù a vilieroù Israel! |