Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Nahum 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Gwalleur d'ar gêr wadsec'hedik, leun a c'hevier hag a breizhoù, ar skrapadeg n'eo ket en em dennet diouti!

2 Klevet e vez trouz ar skourjez, trouz ar rodoù, ar c'hezeg o pevarlammat, ar c'hirri o krozal.

3 Ar varc'hegerien en em strink, ar c'hleze a luc'h, ar goaf a lugern. Ur bern tud a zo gloazet! Un niver bras a zo marv! Korfoù marv diniver! Kouezhañ a reont war o re varv!

4 Ha kement-se en abeg da c'hastaouerezh fonnus ar c'hast leun a voem, mestrez ar strobinelloù, a werzhe ar broadoù gant he gastaouerezh, hag ar pobloù gant he strobinelloù.

5 Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, sevel a rin pleg da sae war da zremm, hag e tiskouezin da noazhder d'ar broadoù, ha da vezh d'ar rouantelezhioù.

6 Teurel a rin warnout da euzhusted, da rentañ a rin displet, hag e lakain ac'hanout da wel d'an dud.

7 An holl re a welo ac'hanout a dec'ho pell diouzhit, hag a lavaro: Ninive a zo distrujet! Piv en devo truez outi? Pelec'h e klaskin frealzerien dit?

8 Hag-eñ e talvezez-te muioc'h eget No-Amon a oa azezet e-kreiz ar stêrioù, kelc'hiet gant doureier, hag he doa ur mor evit diwaller, ur mor evit moger?

9 Kush a oa he nerzh hag an Ejipsianed hep niver, Pud hag al Libianed a zeue d'he skoazellañ.

10 Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.

11 Te ivez a vo mezvet, te a vo kuzhet, te ivez a glasko ur vod diouzh da enebour.

12 Da holl greñvlec'hioù a zo evel gwez-fiez gant fiez abred. Pa vezont hejet e kouezhont e genoù an hini a fell dezhañ o debriñ.

13 Setu, da bobl a zo maouezed ez kreiz. Dorojoù da vro a zo digor da'z enebourien, an tan a lonk da sparloù.

14 Tenn dour evit ar seziz, kreñva da vogerioù, kae er fank ha mac'h ar pri, fich forn ar brikennoù.

15 Eno an tan a lonko ac'hanout, ar c'hleze az lazho, debriñ a raio ac'hanout evel ar biskoul. Liesa evel ar biskoul, liesa evel ar c'hilheien-raden.

16 Da varc'hadourien a zo niverusoc'h eget stered an neñv; mont a ra er-maez ar biskoul, hag e nijont kuit.

17 Da briñsed a zo evel kilheien-raden, ha da bennoù evel ur goabrennad kilheien-raden, en em laka war ar girzhier en amzer yen; pa sav an heol e tec'hont kuit, ha n'anavezer ken al lec'h m'emaint.

18 Da vêsaerien a gousk, roue Asiria! Da dud kadarn a ziskuizh, da bobl a zo stlabezet war ar menezioù, ha n'eus den evit o dastum.

19 N'eus louzoù ebet ouzh da c'hloaz, da c'houli a zo grevus. An holl re a glevo komz diwar da benn a stlako o daouarn warnout. Rak piv n'en deus ket klevet dalc'hmat da zrougiezh o tremen?

Lean sinn:



Sanasan