Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Nahum 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.

2 An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.

3 An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha bras e nerzh, met ne laka ket da zidamall an hini kablus. An AOTROU a gerzh en arnev hag er gorventenn, ar c'hoabr a zo poultr e dreid.

4 Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec'h, kas a ra da hesk an holl stêrioù. Ar Basan hag ar C'harmel a goazh, bleuñv al Liban a goazh.

5 Ar menezioù a gren dirazañ, ar c'hrec'hiennoù a deuz. An douar a zo savet dirak e zremm, ar bed ha kement a zo ennañ.

6 Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.

7 An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.

8 Met dre ul liñvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gêr-mañ, hag an deñvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.

9 Petra a c'hellfec'h ijinañ a-enep an AOTROU? Eñ eo an hini a gas da get; an estrenvan ne savo ket div wech.

10 Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.

11 Ac'hanout-te eo deuet an hini a soñje an droug a-enep an AOTROU, hag en deveze mennadoù fall.

12 Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.

13 Met bremañ e vruzunin ar yev diwarnout, hag e torrin da ereoù.

14 Setu ar pezh a c'hourc'hemenn an AOTROU diwar da benn: Ne vo lignez ebet o tougen da anv. Lemel a rin eus ti da zoueoù ar skeudennoù kizellet hag ar re deuzet. Kempenn a rin da vez, rak deuet out da vezañ disprizet.

15 Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.

Lean sinn:



Sanasan