Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mika 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Gwalleur din, rak ez on evel pa vez dastumet ar frouezh hañv, evel pa vez raspaet goude ar vendem: n'eus ket a vlokadoù da zebriñ, eus ar frouezh kentañ-se a c'hoanta va ene.

2 An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.

3 Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.

4 An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.

5 Na gred ket ur mignon, na fizi ket ez kenseurt nesañ, diwall da zigeriñ da c'henoù dirak an hini a gousk war da askre.

6 Rak ar mab a zizenor e dad, ar verc'h en em sav a-enep he mamm, ar verc'h-kaer a-enep he mamm-gaer, ha pep hini en deus da enebourien tud e di.

7 Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!

8 Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.

9 Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.

10 Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.

11 En deiz ma vo savet da vogerioù, en deiz-se da harzoù a vo pellaet.

12 En deiz-se e teuint betek ennout eus Asiria hag eus kêrioù an Ejipt, eus an Ejipt betek ar stêr, eus ur mor betek egile, eus ur menez betek egile.

13 An douar a zeuio da vezañ un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoù.

14 Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.

15 Evel en deizioù ma'z out aet kuit eus bro Ejipt, e tiskouezin traoù burzhudus.

16 Ar broadoù en gwelo ha mezh o devo gant o holl c'halloud. Lakaat a raint o dorn war o genoù, hag o divskouarn a vo bouzar.

17 Lipat a raint ar poultr evel an naer, evel amprevaned an douar, mont a raint spouronet er-maez eus o bodennoù. Dont a raint en ur grenañ da gavout an AOTROU hon Doue, doujañ a raint ac'hanout.

18 Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.

19 C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.

20 Diskouez a ri da fealded da Jakob, da drugarez da Abraham, evel ma ec'h eus touet d'hon tadoù en deizioù gwechall.

Lean sinn:



Sanasan