Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mika 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Selaouit bremañ ar pezh a lavar an AOTROU: Sav, breuta da gaoz dirak ar menezioù, ra glevo ar c'hrec'hennoù da vouezh!

2 Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.

3 Va fobl, petra am eus graet dit? E petra em eus da boaniet? Respont din.

4 Da lakaet em eus da bignat er-maez eus bro Ejipt, tennet em eus ac'hanout eus an ti sklavelezh, kaset em eus dirazout Moizez, Aaron ha Mari.

5 Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.

6 Gant petra ez in dirak an AOTROU hag e stouin dirak an Doue Uhel-Meurbet? Hag ez in gant loskaberzhoù, pe gant leueoù bloaz?

7 An AOTROU, hag e kemero plijadur e miliadoù a vaouted, hag e dekmiliadoù a froudoù eoul? Hag e roin va c'hentañ-ganet evit va disentidigezh, ha frouezh va c'horf evit pec'hed va ene?

8 Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.

9 Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.

10 Daoust hag ez eus c'hoazh e ti an den direizh teñzorioù prenet disleal, hag un efa re vihan, ar pezh a zo un euzhusted?

11 Daoust hag e varnin evel glan an hini en deus balañsoù faos ha pouezioù touellus en e sac'h?

12 Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.

13 Setu perak em eus skoet ganit hag ez out klañv, da zistrujet em eus en abeg da'z pec'hedoù.

14 Debriñ a ri met ne'z po ket da walc'h, hag an naon a vo ez kreiz. Lakaat a ri a gostez, met ne savetei ket, hag ar pezh az po saveteet a roin d'ar c'hleze.

15 Hadañ a ri met ne vedi ket, gwaskañ a ri an olivez met n'en em olevi ket gant eoul, rezin az po met n'evi ket gwin.

16 Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.

Lean sinn:



Sanasan