Mika 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel. 2 Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh. 3 Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel. 4 Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar. 5 Eñ eo hag a vo ar peoc'h. Pa zeuio an Asiriad en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hor palezioù, ni a lakaio da sevel en e enep seizh pastor hag eizh priñs eus ar bobl. 6 Touzañ a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoù. Dieubiñ a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoù. 7 Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den. 8 Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub. 9 Ra savo da zorn a-enep da enebourien, ha ra vo distrujet da holl eneberien! 10 En deiz-se, eme an AOTROU, e lamin da gezeg eus da greiz, hag e tistrujin da girri, 11 e lamin kêrioù da vro, hag e tiskarin da holl kreñvlec'hioù, 12 e lamin da strobinelloù eus da zorn, ha ne'z po ken a hudsteredourien, 13 e lamin da skeudennoù kizellet ha da beulioù eus da greiz, ha ne stoui ken dirak labour da zaouarn, 14 e tiframmin da Asheraoù, hag e tistrujin da gêrioù, 15 e rin veñjañs gant kounnar ha gant fulor war ar broadoù n'o devo ket selaouet. |