Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mika 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Hag em eus lavaret: Selaouit, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel! Ha n'eo ket deoc'h da anavezout ar reizh?

2 Kasaat a rit ar mad hag e karit an droug, c'hwi hag a ziframm o c'hroc'hen diwarno, hag o c'hig diwar o eskern.

3 Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.

4 Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.

5 Evel-henn e komz an AOTROU a-enep ar brofeded a laka va fobl da ziankañ, ar re a embann ar peoc'h p'o deus o dent peadra da gregiñ, hag a gempenn ar brezel a-enep an den na laka netra en o genoù:

6 En abeg da-se ho po an noz e-lec'h gweledigezh, an deñvalijenn e-lec'h diougan. An heol a yelo da guzh war ar brofeded, hag an deiz a deñvalaio warno.

7 Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.

8 Met me a zo leun a nerzh, a Spered an AOTROU, a varnedigezh hag a galon, evit disklêriañ da Jakob e dorfed ha da Israel e bec'hed.

9 Selaouit kement-mañ, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel, c'hwi hag a gasa ar reizhder, hag a laka da vezañ kamm ar pezh a zo eeun,

10 hag a sav Sion gant ar gwad, ha Jeruzalem gant an direizhder!

11 He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!

12 Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.

Lean sinn:



Sanasan