Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mika 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.

2 C'hoantaat a reont parkeier hag o c'hemeront, tiez hag o skrapont. Gwaskañ a reont an den hag e diegezh, an den hag e hêrezh.

3 Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennañ kuit ho kouzoug dioutañ, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoù, rak an amzer-mañ a vo fall.

4 En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!

5 Setu perak ne vo hini ebet oc'h astenn ar gordenn war ul lodenn e bodadeg an AOTROU.

6 Na lavarit profediezh ebet, a lavaront. Met ne vo lavaret profediezh ebet d'ar re-mañ, ar vezh ne bellaio ket.

7 Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?

8 Abaoe pell e vez graet ouzh va fobl evel ouzh un enebour. Sevel a rit ar vantell diwar dilhad ar re a dremen en surentez o tistreiñ eus ar brezel.

9 Kas a rit kuit gwragez va fobl eus o ziez karet. Lemel a rit evit biken va gloar diwar-c'horre o bugale.

10 Savit ha kerzhit! Rak n'emañ ket amañ lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.

11 Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.

12 Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.

13 An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.

Lean sinn:



Sanasan