Mika 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Vika ar Morastad, en deizioù Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda, ha setu ar pezh a welas diwar-benn Samaria ha Jeruzalem. 2 Selaouit, c'hwi holl bobloù! Bez evezhius, douar gant kement a zo ennout! Ra vo an Aotrou AOTROU test a-enep deoc'h, an Aotrou eus templ e santelezh. 3 Rak setu ez a an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, diskenn a ra, hag e kerzh war lec'hioù uhel an douar. 4 Ar menezioù a deuz dindanañ, an traoniennoù a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou. 5 Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem? 6 Ober a rin eus Samaria ur bern mein er parkeier, ul lec'h da blantañ gwini. Lakaat a rin he mein da ruilhal en draonienn, hag e lakain en noazh he diazezoù. 7 Hec'h holl skeudennoù kizellet a vo bruzunet, holl c'hoproù he gastaouerezh a vo devet en tan, hec'h holl idoloù a vo distrujet. Rak dastumet he deus anezho gant gopr he gastaouerezh, hag e tistroint da vezañ gopr ur c'hast. 8 En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled. 9 Rak he gouli a zo dibareüs, mont a ra betek Juda, tapout a ra betek dor va fobl, betek Jeruzalem. 10 Na roit ket da anavezout kement-se da C'had! Na ouelit ket! E Bet-Leafra en em ruilhan er poultr. 11 Tremen e-biou, plac'h Shafir, er vezh hag en noazh! Plac'h Zaanan ne gred ket mont er-maez. Kañvoù Bet-Ezel a lam pep skoazell diganeoc'h. 12 Rak plac'h Marod a zo en enkrez diwar-benn he mad, peogwir e tiskenn an droug a-berzh an AOTROU betek dor Jeruzalem. 13 Stag ar marc'h ouzh ar c'harr, plac'h Lakish! Te eo bet penn-kentañ ar pec'hed evit merc'h Sion, rak ennout o deus kavet torfedoù Israel. 14 Neuze ez eo ret dit dilezel Moreshed-Gad. Tiez Akzib a vo un dromplezon evit rouaned Israel. 15 Degas a rin dit ur perc'henner all, plac'h Maresha! Gloar Israel a yelo betek Adullam. 16 En em laka moal ha touz da vlev, en abeg da'z mibien karet-mat. En em laka moal evel an erer, rak ez int harluet pell diouzhit. |