Mazhev 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 Jezuz a yac’ha un den lovr 1 Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ. 2 Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c’hellez va glanaat. 3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet. 4 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. Jezuz a yac’ha mevel ur c’hantener 5 Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c’hantener a zeuas d’e gavout, 6 ouzh e bediñ hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet em zi, seizet eo hag emañ gwall boaniet. 7 Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin hag e yac’hain anezhañ. 8 Ar c’hantener a respontas: Aotrou, n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac’haet. 9 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra. 10 Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. 11 Evel-se e lavaran deoc’h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob, 12 met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 13 Neuze Jezuz a lavaras d’ar c’hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec’h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac’haet. Jezuz a yac’ha mamm-gaer Pêr ha tud klañv e-leizh 14 Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn. 15 O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho. 16 An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc’het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c’her hag a yac’haas an holl re a oa klañv, 17 evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac’hagnoù ha douget en deus hor c’hleñvedoù. Heuliañ Jezuz 18 Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c’hourc’hemennas tremen en tu all. 19 Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Mestr, me a heulio ac’hanout e kement lec’h ma’z i. 20 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn. 21 Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac’hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 22 Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv. Ar barrad gwallamzer sioulaet gant Jezuz 23 Pignat a reas en ur vag hag e ziskibien en heulias. 24 Ha setu, e savas ur barrad gwallamzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c’hoummoù-mor. Hag eñ a gouske. 25 E ziskibien a zeuas hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac’hanomp, mont a reomp da goll. 26 Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras. 27 An dud-se a voe souezhet hag a lavaras: Piv eo hemañ, ma sent zoken an avelioù hag ar mor outañ? Jezuz a yac’ha daou C’hergezeniad dalc’het gant diaouled 28 Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C’hergezeniz, daou zen dalc’het gant diaouled, o tont eus ar bezioù, a zeuas d’e gavout. Ken dañjerus e oant ma ne c’helle den tremen dre an hent-se. 29 Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer? 30 Bez’ e oa ur vandenn vras a voc’h o peuriñ, ur pennad diouzh eno. 31 An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vont er vandenn voc’h-se. 32 Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc’h. Ha setu, an holl vandenn en em daolas war red eus al lec’h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier. 33 Ar re o mesae a dec’has kuit hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an diaouled. 34 Ha setu, holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz. O vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro. |