Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7 Na varnit ket

1 Na varnit ket, evit na viot ket barnet.

2 Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.

3 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?

4 Pe, penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec’h eus un treust en da hini?

5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.

6 Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.


Pedit hep termal

7 Goulennit hag e vo roet deoc’h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h.

8 Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.

9 Piv ac’hanoc’h a roio ur maen d’e vab pa c’houlenn digantañ bara?

10 Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer?

11 Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d’ar re o goulenn digantañ.

12 Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.


An daou hent

13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d’ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.

14 Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d’ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.


Ar fals-profeded

15 Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.

16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol?

17 Evel-se pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, met pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.

18 Ur wezenn vat ne c’hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c’hell ket dougen frouezh mat.

19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat a zo troc’het ha taolet en tan.

20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.

21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.

22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?

23 Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder.


An daou ziazez

24 Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc’h.

25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n’eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc’h.

26 Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.

27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.

28 P’en doe Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh,

29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha nann evel ar skribed.

Lean sinn:



Sanasan