Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Temptadur Jezuz

1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.

2 Goude m’en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon.

3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.

4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.

5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,

6 hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo: Gourc’hemenn a raio d’e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac’hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.

7 Jezuz a lavaras dezhañ: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.

8 An diaoul en kasas c’hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,

9 hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da’m azeuliñ.

10 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.

11 Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.


Jezuz en em laka da brezeg

12 Pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.

13 O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,

14 evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:

15 Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d’ar Jordan, Galilea ar baganed,

16 ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.

17 Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


An diskibien gentañ

18 Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c’halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.

19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac’hanon ha me a raio ac’hanoc’h pesketaerien dud.

20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.

21 Hag ac’hano, o vont un tamm a-raokoc’h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.

22 Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.


Jezuz a yac’ha ar glañvourien

23 Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.

24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.

25 Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea hag eus an tu all d’ar Jordan.

Lean sinn:



Sanasan