Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 27 Jezuz degaset dirak Pilat; morc’hed Judaz

1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.

2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.

3 Neuze Judaz, an hini en doa e zroukroet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhañ hag a zegasas an tregont pezh arc’hant d’ar veleien vras ha d’an henaourien,

4 o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.

5 Goude m’en doe taolet ar pezhioù arc’hant en templ, ez eas kuit hag en em grougas.

6 Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N’eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma’z int priz ar gwad.

7 Hag o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder evit beziañ an diavaezidi.

8 Setu perak eo bet galvet ar park-se Park ar Gwad betek hiziv.

9 Neuze e voe peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc’hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, an hini a zo bet lakaet e briz gant mibien Israel,

10 hag o rojont evit park ar poder, evel m’en deus an Aotrou urzhiet din.

11 Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.

12 Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.

13 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit?

14 Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet.

15 Ar gouarnour en doa ar c’hiz, d’ar gouel-mañ, da leuskel d’ar bobl an hini eus ar brizonidi a c’houlennent.

16 Bez’ e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c’halved Barabbaz.

17 Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc’h e laoskfen deoc’h, Barabbaz, pe Jezuz a c’halver Krist?

18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.

19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.

20 Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c’houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d’ar marv.

21 Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc’h e laoskfen deoc’h? Int a lavaras: Barabbaz.

22 Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c’halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!

23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug eta en deus graet? Hag e krient kreñvoc’h o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!

24 Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.

25 Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale!

26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.

27 Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhañ an holl strollad.

28 O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-tane.

29 O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!

30 O vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.


Ar c’hroazstagadur

31 Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz.

32 Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.

33 O vezañ erruet en ul lec’h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec’h ar C’hlopenn,

34 e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl. Ha p’en doe tañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.

35 Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord.

36 Hag, o vezañ azezet, e tiwallent anezhañ eno.

37 Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.

38 Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ.

39 Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn

40 hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!

41 Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed hag an henaourien, a lavare en ur c’hoapaat:

42 Saveteet en deus ar re all ha ne c’hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ.

43 En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.

44 Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.

45 Hogen adalek ar c’hwec’hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur.

46 War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet?

47 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras: Setu e c’halv Elia.

48 Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ.

49 Ar re all a lavare: Lez, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d’e saveteiñ.

50 Jezuz, o vezañ kriet adarre gant ur vouezh kreñv, a rentas e spered.

51 Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,

52 ar bezioù a zigoras ha meur a gorf eus ar sent a oa marv a adsavas a varv,

53 hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude e adsavidigezh a varv ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.

54 Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.

55 Bez’ e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.

56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea.


Beziadur Jezuz

57 Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.

58 Mont a reas da gavout Pilat hag e c’houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c’hourc’hemennas reiñ ar c’horf.

59 Jozef a gemeras ar c’horf, en goloas gant ul lienenn gwenn

60 hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.

61 Mari a Vagdala hag ar Vari all a oa azezet eno, e-tal ar bez.

62 An deiz war-lerc’h a oa deiz goude ar c’hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat

63 hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.

64 Gourc’hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien en noz d’e laerezh ha da lavarout d’ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc’h eget an hini kentañ.

65 Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc’h eus, it ha diwallit anezhañ evel ma karot.

66 Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.

Lean sinn:



Sanasan