Mazhev 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 24 Hag e welint Mab an den o tont... 1 Evel ma’z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outañ evit diskouez dezhañ savadurioù bras an templ. 2 Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret. 3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed? 4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. 5 Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C’hrist. Hag e tromplint kalz a dud. 6 Klevout a reot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec’h spontet rak ret eo e teufe an holl draoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin. 7 Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec’h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar. 8 An traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv. 10 Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile. 11 Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud. 12 Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio. 13 Met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet. 14 An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d’an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin. 15 Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn, 16 neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù, 17 an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di, 18 an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e zilhad. 19 Gwalleur d’ar gwragez brazez ha d’ar magerezed en deizioù-se! 20 Pedit evit na erruo ket ho tec’h er goañv, nag un deiz sabad, 21 rak bez’ e vo neuze ur glac’har ken bras evel n’eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken. 22 Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet. 23 Neuze, mar lavar unan bennak deoc’h: Setu, ar C’hrist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket. 24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan. 25 Setu, henn lavaret em eus deoc’h a-raok. 26 Mar lavarer eta deoc’h: Setu, emañ el lec’h distro, n’it ket; Setu, emañ er c’hambroù, na gredit ket. 27 Rak, evel ma teu al luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den. 28 E pelec’h bennak ma vo ar c’horf marv, eno en em zastumo an erered. 29 Raktal goude glac’har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet. 30 Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras. 31 Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all. 32 Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c’hwi a oar ez eo tost an hañv. 33 Evel-se ivez pa welot kement-se holl, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor. 34 Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo peurc’hraet an holl draoù-se. 35 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. 36 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken. 37 Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den. 38 Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, 39 hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d’o c’has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den. 40 Neuze eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet, 41 eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet. 42 Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket da bet eur e teuio hoc’h Aotrou. 43 Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di. 44 Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket. 45 Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat? 46 Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc’h ober evel-se. 47 Me a lavar deoc’h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoù. 48 Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro, 49 ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien, 50 aotrou ar mevel-se a zeuio d’an deiz na c’hortozo ket ha d’an eur na ouezo ket, 51 hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. |