Mazhev 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 21 Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem 1 Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti. Distagit anezho hag o degasit din. 3 Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc’h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont. 4 Kement-se a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: 5 Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez. 6 An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en doa Jezuz gourc’hemennet dezho. 7 Degas a rejont an azenez hag an azenig, hag o vezañ lakaet o dilhad warno, e lakajont anezhañ da azezañ warno. 8 Tud e niver bras a astennas o dilhad war an hent, re all a droc’has brankoù gwez hag a c’holoas ganto an hent. 9 Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet! 10 Pa voe antreet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? 11 Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea. Ar varc’hadourien kaset kuit er-maez eus an templ 12 Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc’hant ha kadorioù ar varc’hadourien goulmed. 13 Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron. 14 Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac’haas. 15 Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno. 16 Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet: Tennet ec’h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn? 17 Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec’h ma tremenas an noz. Ar wezenn-fiez sec’het; ar feiz 18 Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en doe naon. 19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac’hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec’has. 20 An diskibien a welas kement-se hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec’h raktal? 21 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje. 22 Kement a c’houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc’h. Galloud Jezuz 23 Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c’houlenno ivez un dra ouzhoc’h ha, mar respontit, en hevelep doare e lavarin deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25 Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. Parabolenn an daou vab 28 Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg. 29 Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas. 30 Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket. 31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue. 32 Rak Yann a zo deuet d’ho kavout dre hent ar reizhder, ha n’hoc’h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c’hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n’hoc’h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ. Parabolenn ar winierien 33 Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all. 34 Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg. 35 Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile hag a veinatas unan all. 36 Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc’h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho an hevelep tra. 37 Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab. 38 Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh. 39 Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg hag en lazhjont. 40 Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d’ar winierien-se? 41 Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer. 42 Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad? 43 Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi. 44 An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr. 45 Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho 46 hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed. |