Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 17 An Treuzneuziadur

1 C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.

2 Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.

3 Setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ.

4 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ. Mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.

5 Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!

6 Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genoù hag o doe ur spont bras.

7 Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n’ho pet ket aon!

8 Sevel a rejont o daoulagad ha ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan.

9 Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc’hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.

10 An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?

11 Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra.

12 Met me a lavar deoc’h penaos Elia a zo dija deuet, ha n’o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c’hoantaet. Evel-se ivez e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.

13 Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.


Jezuz a yac’ha ur bugel loariek

14 O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d’an daoulin dirazañ, o lavarout:

15 Aotrou, az pez truez ouzh va mab hag a zo loariek ha gwall boaniet. Alies e kouezh en tan hag alies en dour.

16 Degaset em eus anezhañ da’z tiskibien ha n’o deus ket gallet e yac’haat.

17 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.

18 Jezuz a c’hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ, hag ar bugel a voe yac’haet war an eur-se.

19 Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n’hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?

20 Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.

21 Met ar seurt-se ne d-a ket kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.


Jezuz a ziougan e varv

22 E-pad ma’z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a dle bezañ lakaet etre daouarn an dud,

23 e lakaat a raint d’ar marv, ha d’an trede deiz ec’h adsavo a varv. Bez’ e voent gwall c’hlac’haret.


An didrakm

24 Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?

25 Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?

26 Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta a zo diskarg diouto.

27 Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d’ar mor, taol an higenn, tenn ar c’hentañ pesk a zeuio, digor e c’henoù hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.

Lean sinn:



Sanasan